D'ar 7vet a viz Gwengolo, 6 eur noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo pedet un den dispar evit digeriñ heuliad nevez an abadennoù brezhonek « Café Breton » ; un den leun a faltazi, a startijenn hag a vousfent : Mikeal Konk, labourer douar, saver moc'h ha chatal e Plougin.
Displeget vo gantañ diaesterioù ha plijadurioù e vuhez. Penaos ober evit ma chomfe c'hoazh labourerien douar warc'hoazh. Penaos kavout un hent reizh evit produiñ hep saotrañ ar maezioù.
Ha kontet vo gantañ istorioù en e yezh c'hlan eus ar Goueled Leon, rak ur c'honter eus ar re wellañ hag eus ar re fentusañ eo Mikeal ivez.
Deuit e-leizh ! Plijadur a vo ! E brezhoneg penn da benn !
■