Priz ar Yaouankiz roet hiziv : Mai Ewen hag Annie Coz trec'h ! Setu an destenn a zo bet lennet gant ar skolajidi 6vet klas Plijidi :
Priz ar yaouankiz a zo an tu da reiñ plijadur d’ar grennarded
Priz ar yaouankiz a zo mareoù plijus er bloavezh-skol pa vez dizoloet al leverioù un’ hag un’
Priz ar yaouankiz a zo istorioù burzhudus, fentus, ankenius ...
Plijout a ra dimp klevout istorioù ! Beajiñ, kuitaat ur vuhez pemdez, hon buhez gwech-ha-gwech all da heuliañ un haroz pe un harozez.
II - Ar bloaz-mañ omp bet plijet gant al levrioù a zo bet kinniget dimp.
Votet hon eus, kalzik ac’hanomp, evit an trede levr bet studiet ganeomp : Nolwenn, Bim hag al laer, peogwir eo ur romantig avanturioù, hag an avanturioù a blij deomp.
Marteze omp bet plijet gant al levr-se ivez peogwir hon doa studiet al levr kentañ a-raok : Milio hag ar viziterien noz
Bremañ, avat e c’hortozomp an trede levr, evel m’eo bet skrivet er frazenn ziwezhañ ! Hag emichañ s e vo prest a-benn nebeut !
Gant an temoù omp bet plijet peogwir e komz eus arc’hant evit sikour tud o deus ezhomm eus an arc’hant-se da vevañ gwelloc’h e Togo.
Brav eo gwelet e kenlabour ar grennarded. Alies e vez rebechet deomp ober sotonioù, met setu ur skouer vat o tiskouez ur strollad krennarded o sevel ur raktres hep na vefe tud gour e penn.
Brav e vefe bet kaout un nebeud resisadurioù all gant Milio, lizhiri all marteze o tisplegañ e vuhez e Togo gant e vignon Kouame, ar pezh a wele pe a gleve ….
Krediñ a ra deomp e vefe bet bravoc’h c’hoazh an istor eviidomp ma vefe bet muioc’h a droioù-kaer dic’hortoz da vat, pe muioc’h a droioù-distroioù.
III - Al levr daou istor ennañ : Ti e voledoù glas ha kevrin an Dourdu hon eus lennet gant aked ivez.
Plijet omp bet kenañ gant Ti e voledoù glas peogwir eo un istor a c’hallfe c’hoarvezout da gement krennard a zo e kement skolaj pe skol a zo.
C’hoari gant bolotennoù war ar porzh hon eus bet holl tro d’ober ha gwelet ar volotenn o vont dreist d’ar vevenn aotreet deomp hon eus bet holl gwelet ivez. Petra an dedennusañ en afer-mañ ?
Tapout ar volotenn da c’hoari en-dro
pe mont dreist d’ar vevenn aotreet ha dizoloeiñ tachennoù nevez ?
Amañ c’hoazh e lenner un istor avanturioù gant krennarded er skol. Ha plijus eo heuliañ anezhe en o istor.
Sur on ho peus bet holl spa da gavout un dra vurzhudus war o hent da vont da veajiñ, ur ger en ur voutailh en dour ? ur gerig gant al logodennig a dremene dindan ar goubenner ? gant un degouezh iskis en ur c’hoad ….
Amañ c’hoazh e vevont un avantur a-stroll da sikour un den dalc’het gant laeron. Dont a reont a-benn da zieubiñ ar plac’h bac’het er c’hrignol ha lakaat a reont e pleustr ar boelladenn a vez ret ober bremañ er skolaioù e kenkaz e vije ur gwalldaol. Emaomp e-barzh ur vuhez pemdez posubl. Risklus e c’hall bezañ ar vuhez a-greiz tout.
Siwazh n’eo ket ur fin dic’hortoz, pep tra a echuo mat : dont a raio ar grennarded da vezañ tost deus amezeg ar skol ha tapet e vo al laeron. Met trugarez, brav eo dija e vefe ur fin rak displijet e vezomp da vat gant istorioù hep fin ebet.
Marteze hon defe c’hoant heuliañ un haroz(ez) a-wechoù muioc’h evit ur strollad mignoned.
E Kevrin an Dourdu e kavomp eo brav ar mennozh e vevfe an daou grennard er memes lec’h e div amzer disheñvel. Alies e c’houlennomp gant hon z(t)ud penaos e oa an traoù a-raok ha klask a reomp ijinañ ar pezh e teuio ar vuhez da vezañ diwezhatoc’h. Amañ e tiskouez al levr e c’haller bevañ traoù disheñvel a-grenn e koulzioù disheñvel.
Plijout a ra deomp an istorioù morlaeron, marteze e vefe bet tu d’ar morlaeron heuliañ anezhe er riboul ha marteze e vefe bet darvoudoù burzhudusoc’h c’hoazh ?
IV - Mignoniezh dic’hortoz a oa un digarez da labourat war an harellerezh er skol hag er c’hlas. E pep skol e vez kudennoù etre ar grennarded. Alies eo evit abegoù toull ouzhpenn.
Gouzañv a ra ar paotrig en istor evel ma c’houzañv ur bern bugale er skolioù. Ur bern bugale a vez laosket a-gostez siwazh, a vez laeret o zraoù digante pe bazhataet.
Ar paotrig n’en deus anv ebet el levr kement-mañ da ziskouez eo start evit un den hegaset goût da vat piv eo ha penaos diskouez d’ar re all ez eus traoù ennañ.
Diskouezet mat eo an div bersonnelezh a zo er paotrig : er skol e vez e-unan war ar porzh hag er gêr e vez eürus ha dispak er c’hoed. Holl hon eus ur bed kuzh deomp-ni.
Ni lennerien, hon eus truez evitañ. Met laouenoc’h omp pa gav ur mignon loen, daoust ma vez bravoc’h kaout ur mignon den, pe an daou gwelloc’h c’hoazh !
Gortoz a reomp an heuliadenn hag an istor gant ar vi burzhudus !
Priz ar yaouankiz a zo 3 levr ouzhpenn en hon levraoueg
Priz ar yaouankiz a zo reiñ plijadur d’ar re yaouank e brezhoneg
Priz ar yaouankiz a zo reiñ c’hoant dimp da lenn
Trugarez vras deoc’h skrivagnerien da vezañ skrivet evidomp, ha trugarez vras d’ar gevredigezh FEA (ha keit vimp bev) da aozañ ur seurt degouezh e brezhoneg !
■