Evit an eilvet gwech e vo kinniget d'ar gonterien ur staj evit kontañ d'ar vugale ha d'ar re deuet, gant tri stummer.ez a vo aze evit digeriñ hent bed ar marvailhoù !
Addizoloiñ marvailhoù, sorbiennoù bet marse damzilezet pe ankounac'haet; en em varrekaat war an arz da gontiñ (yezh, korv, mouezh, emzalc'h…); eskemm ha deskiñ an eil gant egile, setu pal an devezh. Ar c'hontadennoù a zo un teñzor e-keñver meur a dra : ur vammenn a blijadur eo evit an hini o selaou hag an hini o kontañ, ur veingleuz a binvidigezh eo eo a-fet ar brezhoneg, un doare dreit eo da zougen ar vugale hag an deraouidi daet da gomz, da eskemm, da skrivañ ha da … gontañ d'o zro. Kreskaat niver ar gonterion hengounel e brezhoneg, ober ma en em anavint an eil egile a zo ret.
Da vintin e vo c'hoarioù kar un tamm d'an c'hoariva - tro dro ar c'horf, ar vouezh… - gant Pascal Cariou, komedian ha leurennier a-vicher. War lerc'h e vo stalioù evit mont pelloc'h : kontañ, kaout formulennoù, trouzioù, liammoù gant an amzer a-vremañ…
Masterklas kontañ e Plewigner d'an 22 a viz Here
Da 5e30 e vo ur filaj gant ar berzhidi ha tud pedet.
Titouroù hag enskrivadur : ti douar alre, 02 97 78 41 40, degemer [at] tidouaralre.com
priz : 20 euro (kasit ho piknik ganeoc'h)
■0