Marv eo Yann-Ber Kalloc'h kant vloaz'zo dija

Chronique publié le 15/08/17 12:12 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Daou soner, ur c'haner. Ur wern e kreiz al leurenn evit komz eus buhez an den a veve kreiz ar mor, war enezenn Groe, gant un tad pesketour beuzet e 1907.

Piv oa Yann Ber Kalloc'h ? E-pad ar festival e oa bet menneget ar barzh e-pad prezegennoù, abadenn YF Kemener e Palez ar C'hendalc'hioù, er c'hazetennoù. Un den bras, 1,84 m, gant daoulagad glas, karet gant tud e rejimant, a ouie brezhoneg hag en doa studiet ar Barzaz Breizh, c'hoant gantañ dastum tonioù e enezenn ha stourm evit Breizh. Un den a skrive.

C'hoant gantañ bout beleg, met d'ar mare-se e oa meur a hini a yae war ar vicher-mañ. «Feiz ha Breizh», se oa e doare da welet ar bed. Stourm evit dazont ur vro gwallgaset gant Bro C'hall a felle dezhañ ober.

Interessant-kaer eo labour Yann-Fañch Kemener, o veskañ war al leurenn ar galleg hag ar brezhoneg, komzet gant taol mouezh bro Gwened. Gant ma vo selaouet buan ar CD evit selaou pep barzhoneg, ha lennet e skolajoù ha liseoù oberenn ar barzh, lazhet d'an 10 a viz Ebrel 1917, d'an oad a 28 vloaz.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?