Marv eo livour livioù bro al Laita

Annonce publié le 27/12/22 11:42 dans Disparitions par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56603/56603_1.jpg
Livadur graet nepell eus ti an arzour,, al Laita kostez ar Poulldu izel

Claude Huart, livour brudet ken-ken e bro Kemperle, a zo aet d'an Anaon. Mignon Grall, Glenmor, kroueet en doa ganto an «eil skol Pont Aven»...

Ganet e bro C'hall, deuet da labourat er vro, prenet gantañ un ti kostez al Laita e kumun Kloar Karnoet. Ha setu ar paotr deuet da vout rener skol Arzoù kaer An Oriant, ha mignon barzhed Glenmor ha Grall e bloavezhioù 1970, poltredet meur a wech e ostaleri Gloaneg, ar memes hini en doa degemeret Gauguin ha mignoned livourien brudet.

Fentus, labourus, kendalc'het gantañ da 91 bloaz da aozañ diskouezadegoù e Penn da benn (levraoueg Marijo, aet d'an Anaon e miz Gouere 2022), hag an hini a vo e Kloar e Eost 2023. Gant ma vo livadurioù Huart o sklerijennañ un dazont teñval. Beaj vat en tu all d'ar bed !


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Dimanche 22 décembre 2024
Mat e vefe deoc'h kas keloù dimp - lennerien an ABP - pa vo savet diskouezadeg 2023 e Kloar. Mersi bras deoc'h dre ne anavezen ket al livour Claude Huart..

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 8 ?