Marine, ma ne blij ket dit hor bro, skamp kuit !

Communiqué de presse publié le 8/11/10 14:44 dans Langues de Bretagne par Ronan Le Gall pour Ronan Le Gall

Marine, ma ne blij ket dit hor bro, skamp kuit !

D'ar 21 a viz genver 2007 e kerz abadenn Riposte «Allons enfants de la Patrie» e kadarnas Marine Le Pen he stourm a-enep da Vreizh ha d'ar sevenadur breizhek. Lavarout a reas, o keñveriañ Breizh hag ar Vrezhoned ouzh an enbroidi eus tu all ar mor Kreizdouar, e vefe arvarus evit ar republik c'hall distreiñ d'an divyezhegezh e Breizh.

E 2010, petra eo soñj Marine le Pen diwar-benn an divyezhegezh e Breizh ?

E Noal-Kastellan e vo Marine le Pen d'an 11 a viz Du. N'eo ket bet dibabet an deiziad-se dre zegouezh a dra sur. E drevadennouriezh a vez kadarnaet amañ gant he strollad. Evidomp eo ur gwir atahin lidañ mod-se ar Brezel Bed Kentañ a goustas d'ar Vrezhoned 240 000 den marv, aberzhet war aoter ar « vroad » c'hall, ha gallekadur ar vro a gendalc'h hiziv an deiz gant meizad an « hevelepted vroadel » c'hall a ya a-enep d'hor breizhadelezh.

Daoust hag-eñ eo Marine le Pen, a gadarn hec'h emzalc'hioù a-enep d'ar panelloù divyezhek e Breizh, un defi pe mazo evit dibab lidañ an deiziad-se e Breizh a zo bet divyezhek a-viskoazh ?

Daoust-hag-eñ e vez nac'het gant marine Le Pen, a c'houlenn groñs an diuz broadel koulskoude, gwir ar Vrezhoned da saveteiñ o breizhadelezh hag o sevenadur kentoc'h eget disoc'h an hollvedouriezh c'hall ?

Ret e vo da vMarine le Pen en em zisplegañ e Noal-Kastellan d'an 11 a viz Du a zeu.

Marine, ma ne blij ket dit hor bro, skamp kuit !

Na heñvelaet, nag enteuzet, Brezhoned omp !


Vos commentaires :
Charl a Sant Per
Dimanche 22 décembre 2024
Bravo! Marine er-maez!

chauffin fanny
Dimanche 22 décembre 2024

Ur vezh eo gwelout seurt kemenadennoù war an ABP. Seul hiroc'h e pado, seul diaesoc'h e vo kaout ur media a c'hello bodañ an holl Vretoned tro dro ur raktres. Siwazh ...

Charl a Sant Per
Dimanche 22 décembre 2024
N'ouzout ket ar frankiz ezteurel Fanny?

Michael Jaffrelot
Dimanche 22 décembre 2024
N'em eus ket komprenet ho kemennadenn, Fanny. Petra a vefe mezhus hervezoc'h ? Kaout kemennadennoù a-enep d'ar FN ?
Gwir eo e vez ret da bep hini embann e soñj. Ar FN evel ar re all. Neoazh eo un dra vat gwelout tud o lavarout he fater d'an itron Le Pen d'am soñj.

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?