Marijo Mellouët aet d'an Anaon : bro Kemperle e kañv
Chronique publié le 22/07/22 12:07 dans Disparitions par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Marijo, ur vaouezh dreistordinalMari
Marijo en he stal, ba Kemperle, ar bloaz-mañ (626 vues)
Marijo en he stal, ba Kemperle, ar bloaz-mañ (628 vues)
Dindan an heol gor e oa bet lidet obidoù plac'h an tan, plac'h al levrioù hag ar stourm, evit ar brezhoneg, evit ar merc'hed, evit demokratelezh an holl bobloù er bed
En ur mizvezh en doa an Ankou graet e labour : daoust d'he stourm, abaoe pell, ha d'an nerzh divent e oa aet kuit Marijo, da 56 vloaz. Bro Kemperle, ha pelloc'h c'hoazh, bed ar brezhoneg, bed ar stourmerien, bed ar merc'hed o stourm evit gwirioù mabden, an holl a oa gant o c'halonoù rannet abaoe ar c'heloù dilun. Penaos enoriñ ur vaouezh ken degemerus, ken digor he spered, gant ur gerig evit pep hini, a-hed ar bloaz e-pad 25 bloavezh en he stal, plasenn st Mikêl, «Penn da benn» ? Goude an oferenn en iliz a oa tal kichen ar stal, gant orgaoù ha bombard, kantikoù e brezhoneg, e oa bet roet plas war lerc'h d'an enor lik ba Lokunole e lec'h e oa o vevañ gant sonerien, barzhed, kanerien, mignone.z.ed.
Kenavo, Marijo, aet kuit re abred, kalz re abred...
Ur c'helou mantrus. Sonj em bo ouzh an degemer er stal, ar startijenn gant ar plac'h lemm he spered, atav o kinnig traoù nevez hag o tigerin ar speredoù. Graet he deus ur pezh labour evit al levrioù hag ar brezhoneg. Aet eo kuit re abred, ya sur. Peoc'h d'he spered brokus.
Milena Krebs
Dimanche 22 décembre 2024
Plac'h an tan plac'h entanet pa vez menezioù Arre dindan an tantad lazhet an tan ennout ha ni diluget, lazhet, mantret menez Mikael Brasparzh duet menez Mikael Kemperle devet gant an heol douster an dour ha nerzh an tan nerzh ar stourm evit merc'hed ar bed Tan b'ar bed tan ba kalon pep hini ur mor a dud dirak an iliz, e sal Lokunole treuzkaset an tan ganti ? treuskaset ar c'hoant da zreuskas ar yezh an ingalded, ar frankiz ? ar stourm o tiwan dindan al ludu ?
iffig
Dimanche 22 décembre 2024
bro Gemperle «e kañv» a oa da skrivañ moarvat, ha n'eo ket e«e kuñv».Ur fazi koukouk diwar ar from sur a-walc'h. N'anavezen ket ar vaouez-se. Doue d'he fardono !