Mari-Vorgan ar glanndour, dindan gouleier ar c'heleier

Chronique publié le 23/09/16 13:15 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/40/40936/40936_1.jpg
Golo gant Christophe Babonneau

Levr Goulc'han Kervella difennet d'an embann gant an ti-embann TES, a zo deuet er maez a-drugarez da di Al Liamm, met meur a dra zo 'barzh an afer...

Div sizhun goude marv ar paotr o redek war bae Hilion em boa lennet levr Goulc'han Kervella, sañset bout embannet evit ar re yaouank gant ti-embann TES, ha nac'het 'benn ar fin peogwir e oa anv e-barzh deus ur skrivagner millvrudet : Roparz Hemon. Titl al levr a denn eus «Mari Vorgan», titl un danevell skrivet gant ar barzh, daneveller, troer, paotr ar geriadurioù hag an hentennoù brezhonek marvet e bro Iwerzhon.

Re, evit an Deskadurez stad, se oa re : arabat ober anv eus unan en doa graet e seizh gwellañ evit lakaat ar brezhoneg war renk forzh peseurt yezh brudet en Europa, gant ul lennegezh etrevroadel.

Ha setu un dra all c'hoazh a oa direnkus : komz eus an hañvouezh, eus ar bezhin glas, ar baour-gaezh Mari Vorgan, ur vorganez o vervel, evel paotr Hillion gant ar gaz o tont 'maez eus breinadur ar plant mor-mañ.

Setu, daou abeg neuze da lenn romant berr Goulc'han, skeudennaouet kaer gant Christophe Babonneau, peadra da c'houzout hiroc'h war ar sevel moc'h e Breizh hag an dañjer spontus a zo evit an dud, ha, war hir dermen evit ar faltazi, an huñvre, ha dazont ar vro...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?