CGT dirak, Kengevredigezh ar beisanted a-dreñv : start eo en em glevout, met derc'hel a ra kêr an div stêr gant ar stourm, mod pe vod
3000 a dud dindan an heol e Kemperle, 20 000 e Kemper, 100 000 e Breizh. N'int ket evit añduriñ doareoù ar gouarnamant. Met e-barzh an dibunadeg e oa splann ne oa ket an hevelep abegoù evit an holl : stourm evit al leveoù, ya, met ivez evit ur bed reishoc'h, ur bed a ro ur plas da bep hini, hag a stourm a-enep ar vassinennoù vras a zo hag a vo savet e pep lec'h. Setu neuze, e kreiz an dud, manifesterien gant bassinennoù e lec'h... kastelodennoù !
■