Manifestadeg, dindan evezierezh uhel ar polis, evit harpañ stourmerien an adunvaniezh dalc'het dind

Dépêche publié le 31/12/08 18:50 dans La réunification par Mathieu Guihard pour Mathieu Guihard
https://abp.bzh/thumbs/13/13495/13495_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/13/13495/13495_2.jpg
Ur voulenn liv a zo bet bannet war logo-mañ Broioù-al-Liger.
https://abp.bzh/thumbs/13/13495/13495_3.jpg
Graffitioù war ur voger eus savadurioù ar Rannvro zo bet diverket. Tachoù teñval a chom koulskoude.
https://abp.bzh/thumbs/13/13495/13495_4.jpg
Ur strollad CRS o tiwall hent lost an ti a-ziabell mat eus ar vanifesterien.
https://abp.bzh/thumbs/13/13495/13495_5.jpg
Liv du a zo bet bannet war talbenn Ti ar Rannvro. Ar blakenn vras a oa eno a zo bet tennet.
https://abp.bzh/thumbs/13/13495/13495_6.jpg
Ur voger all taget ha naetaet.

Heuliañ a reont ar manifestadegoù an eil war-lerc'h eben e su ar vro, n'int ket heñvel avat. Dec'h e oa ur mil den bennak evit harpañ ar Balestinianed o talañ ouzh argad arme Israel a zo d'ar mare-mañ e bandenn Gaza. Lakaet e oa war-wel an tu politikel eus ar vanifestadeg gant al luganoù. Unan anezho a harpe an Hamas : « Bevet harzourien an Hamas ». Ret eo lâr eo an Hamas gwelet evel un aozadur sponterer gant Unaniezh Europa, Kanada, ar Stadoù-Unanet ha Japan e touez reoù all. Luganoù all a oa : “Paouezit al lazhadeg e Gaza!” ha “Israel drouzlazher!”. Burutellet e oa Unaniezh Europa dindan prezidantelezh c'hall evit he liammoù gant Israel hag evit ober tra ebet e-keñver an degouezhadennoù a-vremañ.

Ur vanifestadeg all avat, en doa sachet kalz muioc'h a boliserien ha tud a surentez. D'an 31 a viz Kerzu goude merenn e oa, dirak ti Rannvro Broioù al Liger, war an enezenn Beaulieu, evit harpañ 6 stourmer adunvaniezh ar vro dalc'het dindan evezh gant ar polis. Un daou-ugent den bennak, un nebeut eurioù diouzh kalanna, yenn-ki an amzer, en doa respontet d'ar galv gant 44=Breizh, ar strollad tud yaouank hag a stourm evit an adunvaniezh velesradurel. Ar galv-mañ a oa harpet ivez gant aozadurioù evel Emgann, al lusk dizalc'hour a-gleiz, Ar Vretonned Yaouank, strollad re yaouank Strollad Breizh, ar c'hKBDD, Kenurzh Breizh Dizalc'h ha Diveliel, ar CARB Komite Breizh A-enep Kastizañ, pe c'hoazh ar strollad rock Atlantyka eus Douarnenez.

Neuze ul lies polis, en o zouez ur gevrenn CRS (Compagnie Républicaine de Sécurité, ar polis a-enep taolioù-dispac'h), kaset war al lec'h met o chom a-ziabell ; skipailh surentez ar Rannvro o eveshaat ar mont-tre bras ; ha kalz poliserien dilhadoù sivil warno, tamm ebet didrouz, o tremen ha tremen en-dro e karr, o tapout fotoioù pe o pellgomz war ar riblenn-straed a-geñver.

An holl mediaioù rannvroel a oa eno : Presse-Océan ha Ouest-France, an div gazetenn bemdezek nemetañ, hag ivez France-Bleue-Loire-Océan ha France 3 Ouest, ar radio rannvroel nemetañ hag ar programmoù skinwell rannvroel nemetañ (war ar chadenn c'hall France 3). Ur brezedennig a oa distaget evit diskuliañ ar youl da dorfedañ fedoù gwelet evel re geodedel peogwir e oant evit aduvaniezh hag a-enep Broioù-al-Liger. Goude bezañ kanet : « Auxiette en toull-bac'h, hor bugale er gêr ! » (Jacques Auxiette zo prezidant sokialour ar rannvro), int aet kuit ar vanifestaderien da gelaoua ar 6 den yaouank e komiserdi kreiz Naoned.

Petra oa c'hoarvezet 'ta? Naonediz eus 18 da 23 a oa serret, ha diskred zo warno da vezañ graet tagoù a-du gant an adunvaniezh ha bannet boulennoù liv du war panelloù ha savadur ar rannvro velestradurel. Serret e oant e div dro : tri anezho e-pad an noz etre al lun 29 hag ar meurzh 30, war e seblant e-kichenn ti ar Rannvro, tri all er gêr gant poliserien sivil o dilhadoù dimeurzh goude merenn. Furchadegoù a oa graet e annez pep hini. Evit poent emaint c'hoazh dalc'het dindan evezh. Posubl eo e chomfent eno e-pad nozvezh kalanna peogwir e c'hall 24 eurvezh al lezenn bezañ astennet betek 48 eurvezh. Astenn an traoù dreist 48 eurvezh a zo posubl met douetus peogwir eo ret fedoù grevus kenañ bezañ gwiriet. Ar fedoù-mañ a zo menneget gant merkad 706-73 kod an argerzhadur kastizañ gall ha n'o deus tra ebet da wellout gant ar fedoù zo anv. Neuze e vo gouiziet d'ar 1añ a viz Genver, pa vo echu 48 eurvezh al lezenn, ha dibabet e vo bet gant Prokulor ar Republik kas anezho dirak al lez-varn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?