178 800 yar war 6 000 m², da lavaret eo 30 yar/m². Sed aze ar raktres bet aotreet gant Prefed ar Mor-Bihan e-pad an enkadenn yec’hedel. Ouzhpenn ar riskloù e redfe kleñvedoù abalamour d’ar stankted-se ha da liesseurted genetek gwan al loened industriel, eo ar raktres-se un doare da genderc’hel gant ur bed a ne fell ket deomp ken. Hentenn hir, louc'h karbon kreñv, saotradur an aer abalamour d’an 10 tonenn amoniak distaolet bep bloaz, miliadoù a metroù-diñs dour pompet ouzhpenn… koustus-tre eo ar raktres evit an endro.
Koulskoude a vez aotreet seurt raktresoù gant ar Stad, hag harpet zoken gant gant Rannvro Breizh. Raktreset eo bet e steuñv yer ar rannvro, reiñ 50 000 € da gant atant-labouradeg mod-se e Breizh.
Deiziad ar 17 a viz Mezheven a zo bet dibabet evit ar vodadeg dre ma vo an devez stourm a-enep adpistriadur ar Bed. Poent eo paouez gant ar raktresoù noazus ha mont war-zu ur gwir treuzkemm e-keñver an doareoù da broduiñ. Bez e rankfe ar reolennadurioù hag an arc’hant foran bezañ gouestlet d’al labour-douar yac’h hepken.
Bodadeg d’ar Merc’her 17 a viz Mezheven da 6 eur g.m.
Emgav dirak ti-kêr Plaodren, nebell eus Gwened
Ur pik-nik a vo goude-se, da 7e15 e keriadenn ar Mene e Plaodren
■