Nevez-embannet gant Beluga :
Dastumad nevez
Troioù-kaer Malo ha Yan
Malo ha laz-seniñ ar c'hoad
skrivet gant Yves Colin, skeudennaouet gant El Globos
troet e brezhoneg gant Drian Bernier
32 p. / 9,90 ¤ / 24 x 16 cm / adalek 4 bloaz
Entan Malo : ar sonerezh ! Leun e benn gant tonioù ha notennoù e fellfe dezhañ ren lazoù-seniñ meur. En e goad e Kaer-Oulm eo ral ar sonerien avat hag an dizesper a venn gounit warnañ. E vignon Yan, un avank fin ha bepred laouen, a raio kement ma c'hello evit ma teufe hunvre Malo da vezañ gwir… ha ma teufent a-benn ?
Labouret en deus Yves Colin e-pad 10 vloaz e servij kehentiñ gouel an Erer kozh. Hiziv eo ur soner hag ur c'haner, gant e strollad Colin, hag ivez ur skrivagner : Les Vieilles Charrues(2011), France Bleu Breizh Izel, 20 ans (2012). Ar wech kentañ eo dezhañ embann evit ar vugale, gant e vignon treser El Globos. Hemañ a zo krouer ar vigoudenn holl-brudet À l'aise Breizh ha treser ofisiel gouel ar Erer kozh.
Levr kentañ embannadurioù Beluga e brezhoneg penn-da-benn… ha n'eo ket an hini diwezhañ !
Tu zo da gaout al levr-se e galleg ivez : Malo et l'orchestre de la forêt.
www.beluga-jeunesse.com
www.coop-breizh.fr
■