Maina, un arzourez aet kuit re vuan

Communiqué de presse publié le 29/11/20 0:26 dans Disparitions par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/51/51309/51309_1.jpg
Taolennoù Maina Kernalegenn

Maina Kernalegenn a oa anavezet gant tud Douarnenez, met ivez gant tud dedennet gant an arzoù, grafist, gant un doare aes da anavezout, prest atav evit avañturioù nevez...

Da 40 vloaz aet eo ar plac'h mousc'hoarzhus d'an anaon abalamour d'ur c'hrign-bev spontus. Bet o labourat e Keit vimp bev, e touez ar re gentañ, lakaet he doa he boulomigoù, he doare personel-tre e kazetennoù Rouzig ha Louarnig. Goude e oa bet oc'h ober goloioù levrioù, traktoù Diwan, skritelloù, flyer Taol Kurun, ha me oar... Diskouezadegoù meur a wech e Douarnenez, met ivez e lec'hioù all e Breizh. Stalioù gant ar vugale he doa graet, kampoù vaksansoù... Koll a reomp ur plac'h dispar, laouen, aes da zaremprediñ, un arzourez he doa c'hoazh ur bern traoù da sevel...

Kalon vat d'he familh ha d'an dud o do bremañ, d'ober o hent hepti.


Vos commentaires :
Kristof vBourdelier
Vendredi 15 novembre 2024
Kenavo Maina :( Ra vo skañv douar Breizh dezhi...

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 5 ?