Mai-Ewen, priz Imram 2011

Conference debat publié le 15/10/11 23:29 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23493/23493_1.jpg
6jd9l29n.mp4, zetnprdy.mp4

Mai Ewen, ur vaouez a oar skrivañ traoù brav, fromus, barzhoniel. Met penaos eo deuet dezhi ar c'hoant da zuañ paper ? A-drugarez d'he mamm-gozh, «Nenenn» a gonte marvailhoù dezhi, e brezhoneg, sur a-walc'h. Deuet eo ar romant «Gad Natanenn» da vezañ ur best-seller, met gad Nenenn a zo bet evit Mai-Ewen hag a zo atav, o redek e koadoù he ijin. Ur c'had wenn, kat da gaozeal a oa bet gwelet gant Nenenn o tistreiñ e-kreiz an noz, dindan al loar-gann, ene an den kozh a oa marv ? Piv a oar ...

Koulskoude oa bet diaes dezhi en em lakaat da skrivañ. Daeroù a oa deuet en he daoulagad ur wech prenet ar Barzaz Breiz ganti, ur wech deuet bras : ne c'helle ket lenn ha ne gomprene seurt ebet daoust d'ar brezhoneg a ouie komz ha kompren mat-tre. Met a-drugarez da Visant Seite ha d'he labour spontus, deuet eo a-benn Mai Ewen da skrivañ barzhonegoù, danevelloù, istorioù buhez, gant skoazell he c'helenner.

Evit plijadur ar re vras hag ar re vihan e c'heller lenn daouzek levr skrivet ganti : daou zastumad danevelloù evit ar re deuet, un dastumad barzhonegoù «Amskeud», tri levr Priz ar vugale, c'hwec'h levr (danevelloù pe romantoù) Priz ar Yaouankiz. Ha ne vez ket kontet amañ kazetennoù lennegel Elzas, pe barzhonegoù embannet el Liamm, pe Brud Nevez. Aet eo ar maout meur a wech ganti evit koñkourioù haiku e Breizh hag e lec'h all. Evit kalonekaat ar Japaniz, kemeret he doa perzh en ul levr haiku evito.

Keit ma kendalc'ho gad Nenenn da redek e vo istorioù fromus ha brav gant Mai Ewen, o soursial atav da reiñ ar pezh a zo bet roet dezhi o vont d'ar skolioù, d'ar skolajoù evit skoazellañ ar re vihan hag ar re yaouank da skrivañ d'o zro.


Oberenn Mai Ewen

1987 Merc'hed bihan Ana, Emglev Breizh

1993 Ar mor a-dreñv ar menez, Emglev Breizh

1995 Amskeud, Brud Nevez, 1995

2004 Hanvezhioù, Keit vimp bev

2005 Tamallet, Keit Vimp bev

2008 Ur vleunienn war askell an avel

2008 Me ha Titaw

2009 Tri fenn melegan

2009 Nedeleg laouen

2011 Me, Nana Marina

2012 Kroaz Hent

2010 Un, div, teir


Vos commentaires :
François Corre
Dimanche 22 décembre 2024
Ur vaouez
dezhi
paper
hec'h ijin
ur c'had wenn
Piv 'oar
Koulskoude 'oa
'oa
brezhoneg
daouzek
kemeret he doa perzh en

Hag an ereadurezh... Ma 'n em gavo tud o lenn ar memestra tra
e galleg e vezint spontet a-walc'h 'kredapl.

A galon,


Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?