Macron : Ankoù ar brezhoneg !

Agenda publié le 6/09/17 22:25 dans Langues de Bretagne par pour
https://abp.bzh/thumbs/42/42985/42985_1.png
Brezhone yezh ofisiel!

Emgav d’ar Sadorn 9 a viz Gwengolo da 11 eur dirak burev kannad Richard Ferrand e Kastellin

Diwan lakaet diaes, anv Fañch difennet, brezhoneg lakaet a-gostez el lec’hioù foran : Daoust hag e vo Macron touller bez ar Brezhoneg ?

Ur sizhunvezh goude an distro-skol eo start mont en-dro kalz skolioù Diwan c’hoazh abalamour d’an diviz kemeret a daol trumm gant ar gouarnamant da ehanañ an implijoù skoazellet.

Memes mod eo kantadoù a c’gevredigezhioù hag a implijoù a vez lakaet en arvar (kentelioù noz, radioioù, c’hoariva, festivalioù…) e touez ar re o labourat evit ar brezhoneg ma vez paouezet gant ar c’hevratoù CAE-CUI.

D’ar Merc’her 13 a viz Gwengolo e vo embannet diviz lez-varn ensav meur Kemper a zivout an anv Fañch. Riskloù bras a zo e vefe difennet reiñ anvioù brezhoneg d’hon bugale.

Daou vloaz goude ma vefe bet sinet ar c’henemglev evit ar brezhoneg gant ar Stad C’hall ha Rannvro Breizh ne vez ket doujet ouzh an engouestloù a zo enni (skinwel, radio, niverel, panellerezh…).

N’eus ket ar brezhoneg da vezañ e-giz ur yezh estren e Breizh ken !

Goulenn a reomp neuze digant Prezidant Republik ar Stad C’hall, digant ar gouarnamant ha digant kannaded ar muianiver LREM emañ Richard Ferrand ar penn bras :

Nullañ an dibab paouez gant ar c’hevratoù skoazellet evit dec’hel an implijoù war an dachen sevenadurel hag hini ar yezh.

Reiñ an tu d’ar skolioù Diwan da resevout ar skodenn-skol dre ret evit kadarnaat postoù labour war hir dermen ha lakaat e plas ur statud arbennik evit ar c’helenn dre soubidigezh.

Kemm kelc’hlizher an 23 a viz Gouere 2014, awenet gant prinsipoù ar Spont bras ha dibabet e 1794 hag a zifenn da reiñ an anv brezhoneg a fell d’ar gerent d’o vugale.

Lakaat e-pleustr buan engouestloù ar c’henemglev Stad-rannvro bet sinet e 2015.

Ofisielaat ar brezhoneg

Emgav : Sadorn 9 a viz Gwengolo da 11e00 dirak burev kannad Richard Ferrand, 2 staed Baltzer e Kastellin


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?