Lumumba, un haroz evit holl stourmerien ar frankiz

Dépêche publié le 27/08/11 0:09 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
9gyigbtq.mp4

Kongo, c'hwec'h miz emrenerezh...

Start ar film, kriz ha laouen war un dro. Kregiñ hag echuiñ a ra gant bourevien o teviñ tamm ha tamm korf [[Patrice Lumumba]] troc'het e tammoù, devet betek an tamm dilhad diwezhañ, ha mouezh an arroz o lavarout : «ne lavarit ket dezho penaos on marvet. Perak o deus kement hag aon evit lakaat ma c'horf da vont da netra ? Perak ?»

Kontet e vez barzh ar film-mañ pegen diaes e oa (hag eo) evit ur vro aloubet gallout kaout e emrenerezh, pa vez an arme bro Belgia a chome, pa oa an URSS, komunisted a-enep Europa ha Stadoù Unanet o lodenniñ ar bed. Pa soñjer eo ar vro gentañ gant e emrenerezh, Haiti, bro baourañ ar bed hiziv an deiz. Ne blij ket d'an alouberien koll ar rogad ...

Erruet e oa Lumumba re abred, heuliet gant tri Mobutu, diktatourien a asant gant an holl embregerezhioù bedel ober ar pezh o deus c'hoant ...

Met hiziv c'hoazh e vez ur bern tud oc'h enoriñ Lumumba, prest evel ur bern tud all o deus stourmet gantañ da vervel evit frankiz e vro, un den a gomze brav.

Met ne c'helle ket stourm a-enep tud prest da lazhañ forzh piv evit mirout ur vro gant kement a aour, diamantoù, manganez, pinvidegezhioù ha sklaverien war un dro ...

En Afrika ar Su, lakaet o deus 800 bugel e Soweto ha 26 bloavezh toull bac'h Mandela rod an istor da dreiñ. Met n'eo ket echu stourm ar re baour ha gwasket er bed.


Vos commentaires :
If
Dimanche 22 décembre 2024
Bof. Bremañ gant tout ar pezh a c'hoarvez en Africa ar Su (feulster, disurentezh...)... pell eo da vezañ ur baradoz (eufemism !). Diwanet 'z eus un Apartheid all, 'benn ar fin: ar re binvik a c'hell bevañ e karterioù kloz ha diwallet (re wenn alies)... hag ar re all. Ha bremañ eo tro ar re wenn vunut da vout gwasket, a lavar lod: unan noa goullet an «azil politikel» digant ar C'hanada n'eus ket pell... pff.

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 5 ?