Lucien Gourong zo aet d'an Anaon

Chronique publié le 18/02/21 21:42 dans Disparitions par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Lucien Gourong (3668 vues)

Konter enezenn Gwrac'h, deuet e oa ur c'honter a feson a blije d'ur bern tud, kad da gemer mouezh e voereb hag o enoriñ alies mat tud ar vro, merc'hed ha paotred, gant kontadennoù hengounel hag abadennoù marvailhus

Anavezet mat e bro An Oriant e oa Lucien boaz da vont e abadennoù ar FIL, hag a-hed ar bloaz e mediaouegoù ar vro, e-pad miz ar brezhoneg. Rekipeoù kegin, abadennoù kontañ, dastum memor ar vro, se oa pal Lulu : reiñ buhez da istor ar vro, da istor an dud vunud.

Ne baouez ket an Ankou da falc'hatañ tud ar vro, hag evidout, Lulu, anv an Ankou a oa ar gurunenn, COVID 19, pa lâran mat...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?