Louis Postec, un den kapabl

Interview publié le 18/08/09 17:25 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/15/15871/15871_1.jpg

Labourer douar, pesketaer, gward evit tud pinvidik Naoned, gouest da sevel «mouches» gant pluennoù pabor, blev pimoc'h-gouez, ha dreist-holl da besketañ betek 25 eog («samonn», giz 'vez lavaret gantañ), Louis Posteg a zo plijus da zaremprediñ, prest da gontañ e istor, ar c'honje war ar sant Barth e Brest, ar vedalenn aour tapet pa oa o saveteiñ ur paour kaezh den oc'h en em veuziñ b'an Elle, e kichen Reier an Diaoul. Yac'h-pesk eo Louis, 83 bloaz, al lagad glas atav o vousc'hoarzhin ...

Tremenet eo an amzer. Bremañ, n'eus ket mui kement a besked en Elle, pa soñjer e oa gouest ugent vloaz 'zo da zegas d'ar gêr betek 20 dluzh ! Hag evitañ e vo falloc'h fallañ en amzer da zont ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?