Logo nevez tolpad "Mor Bihan - Tolpad Gwened" : Skarzhet ar brezhoneg da vat !

Communiqué de presse publié le 21/09/16 13:40 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/40/40910/40910_1.jpg
an tri logo divrezhonek !

Un enklask a zo bet lañset gant ar gumuniezh tolpad-kêrioù o tonet evit dibab ul logo nevez. Tolpad kêrioù Gwened, kumuniezh kumunioù al Loc'h hag hini Rewiz a vo bodet er gumuniezh a vo graet «Golfe du Morbihan - Vannes agglomération» anezhi.

N'eus ger brezhoneg ebet en tri logo kinniget. Betek gouzout e teu ar ger «Morbihan» eus ar brezhoneg koulskoude !

Evidomp eo sklaer e tilez tolpad Gwened ar garta «Ya d'ar brezhoneg» bet sinet ganti e miz Gwengolo 2010. N'eo ket bet tizhet ar palioù a oa bet prometet zoken.

E miz Gouere e oa bet skrivet ul lizher d'ar bodad e-karg eus ar gendeuzidigezh evit sachañ e evezh war plas ar brezhoneg en tolpad nevez. Gant holl kevredigezhioù ar c'horn-bro a labour evit sevenadur Breizh e oa bet sinet al lizher-se (Emglev bro-Gwened, Petra neue, ...). N'eus bet respont erbet ha nac'het eo bet gant an dilennidi ober tra pe dra evit ar brezhoneg.

Da heul kendeuzidigezh kumunioù Teiz ha Noaloù e vez kaset ar brezhoneg da fall ur wech ouzhpenn e korn-bro Gwened. Ar wech kentañ eo e Breizh e vefe nac'het souten ar brezhoneg gant un tolpad kêrioù ken bras hag hini Gwened !

Daoust hag eo ur souezhadenn pa ouzer eo maer Teiz-Noaloù kentañ Bez-prezidant Tolpad Gwened ha pa ouzer eo a-enep ar brezhoneg ar prezidant. Meur a wech n'eo ket bet doujet ouzh ar garta «Ya d'ar brezhoneg» gantañ ha morse n'eo bet tizhet al live kentañ zoken abaoe 6 bloaz. Ret eo gouzout n'eo ket gantañ met gant ar prezidant kozh, an Ao. Goulard e oa bet sinet ar garta.

Gervel a reomp neuze holl annezidi an tolpad o tont «Golfe du Morbihan Vannes agglomération» da reiñ da c'houzout d'o dilennidi pegen fuloret int. Ouzh an demokratelezh e vez graet goap pa nac'her ober gant yezh ar vro ha gant ul lodenn eus identelezh an tiriad.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?