Loened Breizh, embannadurioù Beluga

Communiqué de presse publié le 29/11/13 15:39 dans Littérature par Trifin Le Merdy pour Trifin Le Merdy
https://abp.bzh/thumbs/32/32162/32162_1.png

Loened Breizh

Christophe Boncens

Troet e brezhoneg gant Drian Bernier

22 x 28 cm / 120 pajenn liv / keinet kartoñs / 19 ¤

Adalek 5 bloaz. ISBN 978-2-84346-621-2

Breizh hag he aodoù dispennet, he stêrioù hag he c'hoadoù, a zo ur gwir baradoz evit loened a bep seurt, a-wechoù divoutin. Petra a vez debret gant an dourgi ? Pelec'h e vez gwelet poc'haned boutin ? Pet vi e c'hell dozviñ an eog ?

Christophe Boncens a ginnig dizoloiñ un dibab loened boutin arouezel, pe e vefe un amprevan bihan pe ur bronneg-mor divent, evit gouzout hiroc'h diwar-benn hon endro. Ul levr dave e brezhoneg penn-da-benn, pedagogel, m'eo taolennet ha treset pep loen en un doare sklaer ha resis ennañ, evel ma oar ober Christophe Boncens gant livioù flamm, tresadennoù ront ha dous hag a zesach ar vugale.

7 familh loened :

Al Laboused-mor ;

Loened ar mor ;

Loened ar c'hoadoù ;

Loened ar stêrioù hag ar stankoù ;

An Amprevaned ;

Loened al liorzh ;

Loened an ti-feurm.

Christophe BONCENS en deus kroget da zresañ evit tiez bruderezh. Da heul en deus kenlabouret evit kazetennoù evit ar re vihan, evit levrioù-skol, a-raok embann istorioù skrivet gantañ penn-da-benn. Skrivagner pennañ embannadurioù Beluga eo hiziv (ouzhpenn 40 levr !), ha labour a ra ivez evit tiez bras evel Auzou, Nathan pe c'hoazh Fleurus. E levrioù o deus atav kalz berzh.

Evit gouzout hiroc'h, e lec'hienn : www.christopheboncens.fr

www.beluga-jeunesse.com

www.coop-breizh.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?