Gant Ana Vari Chapalain oa bet kanet meuleudi da rener al lise, kabiten an «navire amiral» Diwan
N'eo ket flaper ar paotr. Labourat a ra, bemdez, gant efedusted ha sioulder, o klask selaou pep hini, kelenner(ez), tad ha mamm, lisead(ez). «N'eo ket dav ribotat dour», eme Loeiz alies.
Gant e startijenn e vez kaset raktresoù a vil vern, kenaozet degemer al liseidi nevez, ar gerent, ar pevareidi hag an tredeidi deuet da weladenniñ al lise, gouel an ugent vloaz, ...
Ha pa vez gouelioù aozet gant al liseidi, eo gouest da wiskañ ur gasketenn rapour o tougen ur blankenn ruilh, pe ur bloavezh all, ur berrukenn Loeiz Pevarzeg.
Loeiz Donal, ur rener bet mab peisanted bro Banaleg, kelenner en ul lise micherel war lerc'h, o komz ur brezhoneg gwriziennet e Traoñ Kerne, hag o ren buhez al lise Diwan e Breizh, al lise nemetañ e lec'h e vez bevet e brezhoneg, dre soubidigezh, e Kreiz Breizh.
■