Lise Diwan : distro ar gelennerien hag ar gasourien

Dépêche publié le 3/09/11 11:31 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23079/23079_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23079/23079_2.jpg

Aze e oant kazi holl, kelennerien ha kasourien evit prientiñ ar bloavezh-skol. Implijoù-amzer, dilojadegoù, staliañ ar c'hlasoù nevez evit degemer dilun an 260 lisead a vo..., startijenn oa gante. Mat eo bet disoc'hoù ar vachelouriezh, gant ur feur uhel a dud degemeret, evel boaz. Skoazellet e vez kalz al liseidi a-hed ar bloaz, ha kenskoazell etre ar re yaouank a vez ingal ivez.

AR savadurioù nevez a vo meret gant ar gevredigezh l'Aile. Merañ a ra FJT (oaled al labourerien yaouank) Karaez dija. Brav an diabarzh, ret eo gortoz miz pe dost koulskoude a-raok implij an holl savadurioù. Implijet e vo an oaled kozh c'hoazh gant ar vrezhonegerien yaouank, met gwellaet a-galz eo bet al lec'h ha buhez al liseidi. An holl er memes lec'h bremañ (gwechall e oa an holl eilveidi e hunva lise Serusier), e-barzh bag nevez-flamm Diwan.

Dimeurzh da 5 eur noz e vo degemeret Andre Lavanant, bet Prezidant ar gevredigezh e-pad meur a vloaz, ha liseidi bet e Diwan evit ober un doare «forom Diwan», stalioù a bep seurt a vo, ha dreist-holl eskemmoù e brezhoneg evit kregiñ mat ar bloaz ha degemer an eilveidi dimerc'her ... e brezhoneg, evel-just !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?