Da gentañ eo ret chom tost d'ar sifroù : 93% eus liseidi an eilvet klas a ya betek tremen ar vachelouriezh. Eus pemp korn Breizh emañ ar re yaouank, met n'emaint ket eus rummadoù sokial uhel evel m'eo al liseidi eus kreiz Pariz.
Ar brezhoneg eo an deirvet elfenn a-bouez, pa lak anezho da vezañ liammet muioc'h etrezo, ha da gaout notennoù uhel en eilvet yezh vev. Ouzhpenn da se, ar fed int kazi holl diabarzhidi (pevar diavaeziad diwar 275 lisead) a lak anezho da labourat muioc'h a-stroll, ha da brientiñ an arnodennoù asambles.
Diaes eo ouzhpenn diougan, diwar un niver ken bihan (275 pa vez miliadoù a dud o tremen ar vachelouriezh) ma vo e mod-se bep bloaz : 99% zo bet degemeret er bak er bloaz paseet.
War an eil rank e oa al lise dija e 2010 memestra. Nac'hañ ur sistem pedagogel ken efedus, e bed Hollande hag e skipailh, a seblant bezañ disoc'h gouarnamant ar roue Ubu...
Gourc'hemennoù d'ar re yaouank ha d'o skipailh pedagogel eta ! Ha pa vefe diaes dezho, daoust d'o disoc'hoù dispar, bezañ degemeret e skolioù Pariz aloubet gant mibien ha merc'hed tud pinvidik kêrbenn Bro-C'hall !
■“N’eus ket tu da zeskiñ ar prederouriezh gant ar brezhoneg (…) Ar galleg ’zo ur yezh gwall pinvidikoc’h. Uheloc’h ? Ya ! N’eo ket ar brezhoneg, ur yezh skrivet ...”