Lisardo hag ar brezhoneg : sinet e vo karta Ya ! d'ar brezhoneg dizale

Interview publié le 28/07/11 11:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22774/22774_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22774/22774_2.jpg

Displegañ a ra Lisardo, rener ar festival, e festival ar bloaz-mañ

ABP - Penaos e vo er bloaz-mañ e straedoù ar festival ?

Lisardo - Divyezhek e vo an holl banelloù, ne oa ket plas a-walc'h er c'hatalog evit gallout lakaat pep tra divyezhek, met kinniget e vo an abadennoù e teir yezh (saozneg, brezhoneg, galleg) e C'hoariva An Oriant gant Catherine Delalande, evit al lec'hioù all avat e klaskimp hen ober, peogwir e vank tud a youl-vat prest d'hen ober bemdez (11 devezh, meur a abadenn e pep lec'h), met a-du emaomp evit degemer ar re o dije c'hoant da ginnig an abadenn e brezhoneg e lec'h ne vez ket graet (Palais des Congrès devezhioù 'zo, Espace Marine, ...).

E kazetenn ar festival, ar «Festicelte» e vo pennadoù e brezhoneg, barzhonegoù e galleg, brezhoneg, hag en ur yezh keltiek bemdez.

ABP - Ha Nolwen Leroy ?

Lisardo - Ma ... Bewech e vez goulennet ouzhin respont da se : e miz C'hwevrer he doa goulennet dont amañ. Ha graet hon eus evel ar re all, goulennet hon eus ur raktres arzel diganti, ar pezh n'he deus ket graet. N'eo ket ur grouidigezh he deus graet, met adkanet he deus tonioù a oa bet savet ha kempennet gant re all. Ur seurt «business etrevroadel» eo. Evidomp, kenderc'hel a raimp d'ober pariadennoù diaes, evel hini Hugues Auffray a zo anvet «Jack Kerouac, Berizhad Amerika» . Gant an Erer Kozh omp ar re nemeto n'o deus ket degemeret hec'h abadenn. Piv aoar ? Marteze 'benn bloaz e vo kinniget gant Nolwen ur «gwir» grouidigezh". Pal ar festival eo diskouez krouidigezhioù ar Gelted ha diaspora ar Gelted.


Vos commentaires :
Joss
Vendredi 27 décembre 2024
An dra vat eo, sur evit ar brezhonneg. N'on ket ok gant lisardo diwar Nolwenn Leroy, marteze e vo ur sonj mat da gemer Nolwenn, he album zo mat-kenan war ar charts, e Bro-Paris da skouer, marteze se zo ar spered-diaspora.
Da gober soniou evit holl ar publikou a zo un dra mat

JY Le Touze
Vendredi 27 décembre 2024
« sinet e vo karta Ya ! d'ar brezhoneg dizale» .. Perak ?
Karta «Ya d'ar Brezhoneg» 'zo bet sinet dija bloavezhioù'zo get Gouelioù etrekeltiek an Oriant .. sinet get JP Pichard, Mikael Micheau Vernez hag tud arall....

Me ivez, n'on ket a-du get Lisardo diwar-benn Nolwenn LeRoy .


Thierry J
Vendredi 27 décembre 2024
à quand la signature du SPACE (salon international des productions animales à Rennes, mi septembre) qui a un catalogue en 6 langues et aucune place pour le breton... et les autres festivals: St Nolff, Malguénac...?

Eozen
Vendredi 27 décembre 2024
Evit ma vefe muioc'h mui a aozadurioù oc'h ober gant ar brezhoneg hag o sinañ «YA d'ar brezhoneg» eo ret da gentañ penn e yafe tud da c'houlenn outo d'en ober... Deomp dei' eta !!

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?