Liñvadenn Kastellaodren ha danevelloù all - Herve Gouedard

Présentation de livre publié le 28/10/09 9:59 dans Langues de Bretagne par Tudual Huon pour Tudual Huon
https://abp.bzh/thumbs/16/16469/16469_1.jpg

N'eus ket da dortal, Herve Gouedard a oar kas al lenner d'e heul ha rannañ gantañ ar bed, intret a chaok, a enkrez, a zaeloù, difluket diwar e faltazi hag e ijin. Gant kalz ampartiz e oar itrikañ istorioù skrijus evel 'Liñvadenn Kastellaodren« ha lakaat anat ene trubuilhet e harozed evel en danevell »Stille Nacht" da skouer. An tudennoù krouet gantañ a zo tud, kig hag eskern anezho, renet gant o sorc'hennoù hag o c'hoantoù diroll, ha koll o furnez a reont pa fell dezho mont betek penn o mennad. N'int ket mestr ken war o amzer da zont ha koll a reont lies gwech. Diskouez splann lodenn deñval hon ene, diguzhat an tasmantaù a vag hon hunvreoù kuzh, furchal e don askre mab-den ha diskoachañ e wanderioù, sed aze perzhioù dibar skridoù Herve Gouedard.

15 € (+ 10 % ouzhpenn evit ar mizoù-kas / frais de port) 13 x 20 cm 400 pajenn ISBN 978-2-7368-0075-8 skigner / diffuseur: Coop Breizh

Al Liamm 14 rue du Muguet 22300 LANNUON 02 96 48 03 00


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?