Lidet e oa bet digwener 4 a viz Here get dilennidi ar c'horn-vro digoridigezh savadur nevez Kampus Tohanig a roy bod da Gevrenn ar Gwir , ar Skiantoù Armerzhel hag ar Merañ hag ivez d'an Ensavadur Stummiñ àr ar Prederioù Klañdiour.
Staliet e oa bet ivez ur panellerezh nevez-flamm UNYEZHEK er c'hampus a-bezh.
Kaset hon doa ul lizher (staget amañ) d'ar renerezh Skol-Veur Kreistez Breizh e Miz Mezheven evit diorren ar brezhoneg er skol-veur (Gwened hag An Oriant) ha goulenn un emgav. Chomet e oa direspont hon lizher ha skarzhet eo bet an option « brezhoneg » en Oriant get renerezh en USE en distro-skol-mañ….
Profitet en deus Ai'ta ! ag an darvoud-mañ evit lidiñ ni ivez ar panellerezh
■