Lezit ac'hanomp da zibab !

Communiqué de presse publié le 5/05/20 14:05 dans Politique par Dael Breizh pour Dael Breizh

Kemennadenn n°2020.05-05 an 5 Mae 2020

War-lerc'h kuzul dibarek ar Vinistred d'an 2 Mae 2020 e oa embannet astennedigezh ar stad a zifrae yec'hedel betek ar 24 Gouhere (arselladur an destenn gant ar Parlamant gall a-benn ar sizhun kentañ) hag an divizoù kentañ a-zivout an dienkaeadur raktreset a-benn an 11 Mae.

E-touez an diferadennoù hollek a-sell ouzh an tiriad gall : diwezh ar paper-redi evit en em zilec'hiañ hogen dougen ur maskl dre ret en treuzdougoù boutin, addigoradur tamm ha tamm (hervez an oad) ar skolioù (o lezel d'ar gerent an dibab da gas di o bugale pe ket), gweladennoù aotreet e-barzh an Ehpadoù hogen bevennet, ha dispelladur (karañten) dalbezh evit kement hini oc'h erruout war an tiriad gall. D'an 11 Mae e ranko ar C'hallaoued hag ar Vretoned adkregiñ e-barzh al labour daoust m'eo erbedet derc'hel gant ar pellabourerezh, ar savadurioù-dudi a chomo serret (Letioù, pretioù, tavarnioù, kluboù sport, h.a.), en em vodañ a vo tu ober gant ma vo nebeutoc'h eget kant den ha berzet e vo c'hoazh daremprediñ an takadoù naturel (liorzhoù-kêr, koadegoù, hentoù-bale, traezhennoù, h.a.).

Hogen steuñv enkaeadur ar 17 Meurzh en deus kemmet ur skignadur goulakaet eus ar viruz, an disoc'h a zo disheñvel eta, hag an dienkaeadur a vo graet tamm ha tamm adalek an 11 Mae. Evel-se, tresañ a ra Pariz ur Frañs trilivet, tri steuñv evit teir flegenn disheñvel goude 62 deiz a stourm hag a enkaeadur, hag an deknokrated parizian a gemer da harzoù an teir Frañs-se reoù an departamantoù. Tremen eus un departamant d'egile a chom displann, pe e vo d'ar prefetioù d'ober an dibab, bevennet da 100 kilometr d'ar muiañ...

Bodet d'ar sadorn 2 Mae 2020, ni parlamantourien vreizhat bet dilennet ent-demokratel,

A vurutell

adarre1 an heskinadur eus hor frankizoù hiniennel endalc'het e-barzh astennedigezh ar stad a zifrae betek ar 24 Gouhere dazont,

Hag e lavaromp groñs

Ez eo ur sotoni berzañ d'ar boblañs pellaat muioc'h eget 100 kilometr diouzh e di en ur embann ne vo ket rediet an dispelladur da «gement den o tont eus an Unaniezh Europat, eus tachennva Schengen pe eus ar Rouantelezh-Unanet».

A damall

penaos an ezhomm da adlakaat da vont ekonomiezh ur vro a aotre da zilezel ar pelladur sokial etre an dud en treuzdougoù boutin en ur verzañ mont e-barzh tachennoù naturel war-zigarez ne gemeront ket perzh en ekonomiezh «vroadel» kement-se,

Hag e lavaromp sklaer

penaos an divizioù «dienkaeadur» embannet evit Breizh a zalc'h da vevennañ frankizoù hiniennel ar Bobl vreton, o lakaat da dalvezout divizoù skañvaet evit ar pemp departamant, o nac'hañ degemer ar pouez a zo d'an ekonomiezh gant an tolead K.L.P2 en un tu, hag an douristelezh en un tu all.

Hor frankizoù hiniennel breton ne c'hellont ket bezañ aberzhet en anv surentez yec'hedel ar C'hwec'hkogn !

Ul ledenez eo Breizh ; dre-se, estreget un dremmvro eo ar mor, na kennebeut ur gabared, hag hon traezhennoù ne servijont ket hepken da vont da rousañ. Bevañ e-kichen ar mor n'eo ket hepken un ezhomm diazez hon eus, na muioc'h eget ez eo ar garantez a zougomp eviti un doare plijadur d'hon daoulagad ha livadur hor groc'hen.

Eus mor Breizh (en Hanternoz) d'ar mor Keltiek3, a blij da Vro-C'hall kuzhat hec'h anv d'hor c'henvroidi, ni, Pobl vreton, a anal don ar spoum anezho abaoe kantvedoù. Hor morioù hag an aodoù n'int ket hepken un doare da vevañ, hogen gwriziennet int ennomp kement ma kemeront perzh en hor c'hempouez pennañ, hollek, kenkoulz ha ma 'z omp staget ouzh argoad kreiz Breizh, hor c'hoadoù hag hor gwezegoù, hor parkvaoù naturel, hor gwazhioù-red, h.a.

Dre ma stadomp c'hoazh kreskidigezh ar boblañs (pet ti o deus digoret o stalafioù goude lezennoù enkaeañ ?) e-barzh hor bro en desped d'an enkaeadur hollek eus ar 17 Meurzh, e vo aner berzañ tra pe dra hep kaout peadra da lakaat ar berzoù da vezañ doujet.

Da-neuze, ni

A lavar groñs ec'h embann ar Stad c'hall digevataltedoù dre ma n'he deus ket peadra da verzañ, da gastizañ ha da gas en-dro d'al lec'h ma teu, ar boblañs-hont a dorr al lezenn da zont da dremen hec'h enkaeadur e Breizh.

Dre ma stadomp digreskidigezh dizehan ar pesketerezh breton evit pesketa e-barzh ar morioù kumuniezhel (europat) e-maez d'ar Frañs, o reiñ tro da listri arallvro da gorvoiñ anezho,

Ha dre ma stadomp e kempouez kinnig produioù ar mor d'ar boblañs ar gollidigezh-se dre ezporzhadennoù arallvro niverusoc'h,

E lavaromp sklaer e krou ar Stad c'hall un digempouez e-barzh ekonomiezh hor bro o reiñ an tu da oberiañ evit lod, en ur verzañ ober traoù all da lod all. Kenderc'hel da lezel serret ar K.L.P.où a zo bepred un direizhded evit hor pesketerien koulz hag an dud a labour a vicher er pretioù, pet anezho a chomo a-sav gant o obererezh, pet implij kollet...

Dre ma stadomp ez eus ur bazenn war-raok en digreizennañ eus ar frankiz lezet da Vaered ar c'humunioù da zibab ar pezh a zo mat evit o c'hargidi, eus ar c'hentañ sell, an aotre da zigeriñ marc'hadoù digor en o c'humunioù avat – aotre sujet koulskoude d'un asant a-berzh ar Prefed, – e hañval bezañ souezhus ne vije lakaet da dalvezout evit mont war vor ivez. Div geoded arvorel eus an hevelep departamant ne c'hellont ket kaout an hevelep gounidoù nag an hevelep riskloù ! Da skouer : eus Sant-Brewenn d'ar Baol (e bro Naoned) e vo kontrollet en un doare disheñvel daremprederezh an traezhennoù. Ar pelladur sokial etre an dud a vo graet disheñvel ivez, an disoc'hoù ekonomikel a vo disheñvel ivez : ma he deus disklêriet an hini gentañ bezañ prest seulabred da zigeriñ ar mont d'an traezhennoù adal ar 1añ Mezheven, an eil a garfe gortoz betek ar 15 Mezheven da vihanañ.

Ha dre ma stadomp e chom hollek an divizoù kemeret evit an tachennoù naturel, ne gemeront ket e kont ar feur daremprederezh anezho,

E embannomp groñs n'eo ket reizhabeget ha neuze tidek (arbitrer) ober an hevelep tra peplec'h an divizoù kemeret a-zivout an tachennoù naturel, ha netra nemet an daremprederezh anezho hag an dregantad touristel anezho a zlefe bezañ degemeret e-barzh ar riskloù goulakaet pa zarempredo ar boblañs un draezhenn, un hent-bale, ur goadeg ul lec'hienn douristel, h.a.

Ne zegemeromp ket e vefe an diviz mont d'hon traezhennoù sujet d'an hevelep tonkad evel ur Parizian kondaonet da welout an Tour Eiffel a-bell ha bezañ torr-penn evitañ na c'hallout profitañ evel an henvroidi eus an traezhennoù heoliet.

Dre ma c'halv ar gouarnamant gall da giriegezh pep hini (war-bouez evit an holl dud oc'h erruout war an douar gall) evit dibab diwar-benn a denn d'ar pezh a zo gallus ober adal ma vo gwisket ar maskl,

E c'houlennomp groñs ma vo aotreet d'ar Bobl vreton kemer he c'hiriegezhioù dezhi, he frankiz da zibab, o lezel pep hini da gemer e giriegezhioù, o lezel an intrudu da Vaered hor c'heodedoù da gemer an divizoù deuet-mat pa yafe tud 'zo dreist d'al lezenn, hag o lezel an intrudu da nerzhioù an urzh evit, emskiantek mat, barn an emzalc'hoù diemskiantek ha dañjerus evit ar mad boutin hag int da seveniñ ar c'hastizoù ret.

Ni, Parlamantourien Vreizhat,

A zisklêr

N'eo ket bastus bezañ ur Stad evit ma vefe reizhwiriek divizoù, lezennoù, embannadennoù pe kemennadennoù hag int da vezañ lakaet e pleustr.

Hag a zegas da soñj

Kement diviz pe intrudu a-berzh Pariz a-zivout hor bro Breizh a ya a-enep d'ar gwir etrebroadel na c'hall ket Bro-C'hall bezañ disuj dioutañ, dreist-holl pa vez kaoz eus feurioù-emglev etrebroadel o deus ar galloud da rediañ anezhi pa he deus dibabet sinañ anezho.

Unanet Evit Beizh

------------------

(1) Gw. Kemennadenn n° 2020.04-04 ar 24 Ebrel 2020 war ABP:

(2) Kafedioù, Letioù ha Pretioù ; K.L.P. (galleg C.H.R: Cafés, Hôtels et Restaurants)

(3) Mor Keltiek:


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?