Levrioù e brezhoneg ? Mar plij !

Appel publié le 10/01/12 22:03 dans langues bretonnes par Nadège Noisette pour Nadège Noisette

Galv da raktresoù

Skrivañ a rit levrioù e brezhoneg evit ar re vihan, tresañ a rit, un embanner a zo ac'hanoc'h, un troer…

C'hoant ho peus da sevel ul levr e brezhoneg evit bugale ar skolioù-mamm pe gentañ-derez…

Ar c'hevredigezhioù Div Yezh, Dihun ha Diwan a zo o reiñ lañs d'ur galv da raktresoù evit ma vefe savet levrioù nevez e brezhoneg evit ar vugale a zesk ar yezh.

Ar pal eo broudañ an embann o prenañ pep a skouerenn da skolidi Roazhon (Div Yezh, Dihun), Bruz (Div Yezh), ha La Mézière (Diwan), da lâret eo war-dro 500 kant levr.


Tri Rummad a zo :

Rummad 1 : bihan tre, bihan ha krenn (skol-vamm) ;

Rummad 2 : bras (skol-vamm), CP ha CE1 ;

Rummad 3 : CE2, CM1 ha CM2.


Evit lakaat o anv kasit un teuliad hag ur vaketenn araok ar 15 a viz Ebrel 2012. Displeget eo an traoù dre ar munud er blaketenn stag.


Pellgargañ an teuliadoù a c'helloc'h ober adalek an 21 a viz Du diwar al lec'hiennoù internet :


(voir le site)

(voir le site)

(voir le site)

(voir le site)


Vos commentaires :
David Planchet
Dimanche 22 décembre 2024
Ur fazi diwar-benn liamm lec'hienn Div Yezh Bruz !

Setu al liamm mat : Voir le site


Gwenole Penn-pesk
Dimanche 22 décembre 2024
Pegoulz e vo embannet disoc'h an arnodennoù?

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?