Levr Armel Le Sec'h priz ar Vugale 2015 !

Communiqué de presse publié le 25/06/15 22:42 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/37/37743/37743_1.jpg
Klas Diwan ar Faou

400 bugel o kemer perzh, 25 skol, 294 o votiñ, ha 93 anezho evit «Youenn, Naig hag an aerouant»

Plijet-tre e oant bet ar vugale hag ar skolaerien gant levrigoù Priz ar Vugale ar bloaz-mañ. Studiet o doa bugale ar Faou pep levr, gouest d'ober un diverradenn resis eus pep hini anezho. Hag an istor aerouant, an ui kuzhet e kambr ar breur hag ar c'hoar, hep gouzout d'ar gerent... Se oa evito ar pep plijusañ : lakaat ar gerent da grediñ e oant gouest da zebriñ kig sal kement se, ha koulskoude e oa evit bouetañ an aerouant, kalz aesoc'h eget tapout ul logodenn pe amprevaned e oa...

An eil, Priñsez Mariana, a oa bet dibabet gant 83 bugel. Gant c'hoarzhadegoù o doa kontet ar vugale pegen plijet e oant gant ar briñsez c'hoant ganti dimeziñ gant he mignonez gwellañ, war lerc'h gant keginer ar c'hastell, ha benn ar fin, gant pevar friñs, ur soner, ur marc'heger, ... Met ne oa ket a fin... Ha setu-int oc'h ijin doareoù all da ginnig d'ar skrivagnerez : pe Marianna a ya da zimeziñ gant ar pevar faotr, ar vignonez, hag ar c'heginer. Pe, goude ur bloavezh, ne chom er c'hastell unan anezho hepkent : ha ken amourus eo ar priñs en doa desket keginañ, seniñ, ... evit dimeziñ ganti ha bout barrek e pep keñver !

An Tad Nedeleg, skrivet gant Kristian ar Bras a oa bet dibabet gant 72 anezho. Plijout a ra dezho istorioù Nedeleg : a-bouez eo krediñ ennañ, mod all, marteze e vefe fachet ha ne zegasfe ket mui netra dezho ?

Evit Haruto, 44 mouezh. Hag un haiku fentus : «ur vran ne vramm ket, Akina !»

Ha laouen an holl da sellout ouzh al levrioù all ha da gaout levrioù nevez evit ar skol, evit ar CM2 ha c'hoant da genderc'hel da lenn.

Brav an abadenn, brav eo gwelout lennerien yaouank a blij dezho istorioù fentus ha fromus !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?