Leurennoù-komz da-geñver ar vanifestadeg e Kemper d'an 31 a viz Meurzh 2012

Lettre ouverte publié le 28/03/12 14:11 dans Politique par Yannik Bigouin pour Yannik Bigouin

D'an 31 a viz Meurzh da zont, e tibuno e Breizh hag e meur a rannvro all, dekmiliadoù a geotedadezed ha keotediz evit difenn yezhoù ha sevenadurioù o rannvro. Sichenn diazez indentelezh ha personelezh Breizh eo hor yezhoù hag hor sevenadur. A-drugarez dezho e chom ken don ha stard al liammoù etre an dud du-mañ hag an darempredoù daved ar bed a-bezh. Ur glad dibar an hini eo, a rankomp dec'hel, brudañ ha kas war-raok.


Ouzhpenn ar wech, eo bet dismeganset, goapaet hor yezhoù, stourmet outo garv pe d'ar gwellañ asantet evel c'hwervizon er c'heulz gant kement strolladoù politikel'zo. Hiziv an deiz emañ hor yezhoù en arvar bras ! Erru eo ar poent ma rankomp, da vare votadeg ar prezidant da zont, lakaat war-wel hag ober anv eus hor yezhoù, a-benn reiñ dezho ur gwir statud ! Anavezout anezho, a zo ken aes ha tra, dav eo da Vro-C'Hall gwiriekaat Karta Yezhoù europeat ar yezhoù minorelezet – ma mui na maez - ha lakaat da votiñ er Breujoù gall ul lezenn-stur evit termeniñ o statud. Siwazh deomp, diouzh klevet meur a zanvez prezidant o kabaliñ e vo tenn an abadenn !

Nikolas Sarkozy, en e brezegenn e Marsilha d'an 19 a viz C'Hwevrer en doa lakaet an hu war garta ar yezhoù minorezel oc'h embann na c'hellfec'h ket he sinañ « evit karantez Bro-C'hall ».Er gostezenn all, Jean–Luc Mélenchon, a ya hardizh diouzh e du, o klask plantañ mezh e kement strollad, aozadur sevenadurel pe difenn ar yezh, o tiskouez anezho evel tud gronnet warno o-unan nemetken, o veskañ ingalded hag untonded ! Ha, Fançois Hollande, a venn gwiriekaat ar garta, a zo izel e lien gantañ evit lakaat da votiñ ur gwir lezenn-stur da gadarnaat da vat ar pezh zo ret evit diorren hor yezhoù.

Krediñ a reomp, ma vo kreñv Bro-C'hall e rank bezañ digor war ar bed, o tapout nerzh diwar liested he sevenadurioù, eus bannleoù Pariz betek kreiz-Breizh da skeiñ war-du he dazont. Pa vez lod o c'hoantaat d'ur Frans undoare, balc'het warni hec'h–unan, ec'h embannomp ez eo hol liesseurted sevenadurel a zigor deomp dorioù ar bed. Setu, ez eo erru poent da Vro-C'hall, sellet ouzh an traoù evel m'emaint ! Pinvidigezh eo liested ar yezhoù ha sevenadurioù he ziriad !

Poent eta, ma vo roet e Breizh o flas d'hor yezhoù, ha d'an nen a fell dezhañ, gallout o zeskiñ. Evit ma vo gwir kement-se n'eus ken un doare ; kaout ur statud ofisiel da yezhoù Breizh, evit gallout kinnig d'an holl, a fello dezho kaout - un deskadurezh en hor yezhoù, gallaoueg pe brezhoneg.


Yannik Bigouin, conseiller régional de Bretagne EELV ;

Joël Labbé, sénateur du Morbihan EELV ;

Nicole Kiil-Nielsen, députée européenne EELV ;

Olwen Denes, coordinateur du mouvement des Jeunes Écologistes de Bretagne.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?