Lennerien dek vloaz o kinnig levr Jakez Erwan Mouton

Communiqué de presse publié le 12/07/13 0:58 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

Pevar levrig lennet gant skolidi Annig, skolaerez e skol Diwan Kemperle.

Ret e oa kontañ istor Jakez Erwan Mouton : «Un hunvre aet da wir». Plijet e oa Ewen ha Brigitte o kontañ penaos e oa bet adkavet e dad gant haroz an istor a-drugarez d'ur peskig a ouie pelec'h e oa. E plijadur an daou vugel zo peadra da ziskouez eo posubl lakaat ar re vihan da lenn e brezhoneg.

109 bugel eo niver ar re o deus bet kemeret perzh er Prizioù er bloaz-mañ. Re nebeut e-keñver labour ar skrivagnerien, an difazierez, an ti-embann Keit Vimp bev, ar gevredigezh féa.

Gant ma vo niverusoc'h an dud a lakao o anv en distro-skol o tont, gant ar pevar levrig nevez a zeuio er-maez e miz Gwengolo !

Gouzout hiroc'h : 02 98 71 74 94 - (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?