En abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 7 a viz Kerzu, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, e vo kaoz eus lennegezh vrezhonek, ha pa vefe aes da lenn pe skiantekoc'h...
Gwendal Piégeais ha Malo Adeux a ginnigo «Nidiad», ur gelaouenn gouestlet da gudennoù ar grouidigezh e tachennoù al lennegezh, ar varzhoniezh, ar brederouriezh, an arz, an istor, h.a.
Diouzh un tu all, e vo kinniget gant Herve Lossec e levrioù diwezhañ :
– «Ar friko milliget», ur romant skrijus troet diwar levr Anne Guillou Noce maudite
– «Les Bretonnismes», ur studiadenn fentus eus an troioù lavar deuet deus ar brezhoneg e galleg ar vro – «Tu pe du», un dastumad danevelloù evit ar re yaouank a zo war listenn prizioù France 3 miz Genver a zeu...
E brezhoneg penn da benn !
■