Le chant de la griffe, ur strollad mouezhioù savet gant Sylvain GirO

Chronique publié le 9/10/21 20:14 dans Musique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53607/53607_1.jpg
Pebezh startijenn !
An abadenn : le chant de la griffe (259 vues)

Brav al labour, fromus an tonioù, setu un taol esae kaer graet gant kaner Kate Me ha skipailh tud bro Redon, mignoned a viskoazh evel Hamon-Martin. E Plañvour, goude an Oriant, setu krouidigezh nevez ur c'haner a gont e Breizh.

Krouidigezh diwezhañ ar c'haner a oa gant daou zen, ur c'haner hag ur soner. Aze, gant c'hwec'h den war al leurenn e-pad kazi un eurvezh hanter e vez diskouezet ul labour don, gant doareoù a bep seurt da gano : laz kanañ, liesvouezhiek, liesyezhek, o reiñ da bep hini ur plas. Plas an enor a ya d'ar merc'hed a gan kalzig o-unan, o vout tal kichen Silvain hag o rein ur bern livioù d'e c'han.Plijus ar paozioù, gant ur sonenn deuet da vout ur c'han hengounel : «la rue des lilas»; hag unan all a vo, moarvat, hag a gont penaos e ya an dud war al loar pa vo distrujet pep tra war an douar. Kit da wel, rannit, ha prenit ar bladenn pa zeuio er maez !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 9 ?