Le Bour/Bodros : peadra da zañsal gant nerzh betek fin an noz

Communiqué de presse publié le 11/08/13 0:14 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Hiziv an deiz e ra berzh ar re a zo daou ha daou war al leurenn, tud yaouank ha sonerien vat anezho

Gwir eo en Oriant ez eus peadra da vezañ fachet da gentañ : ur stand brudañ arme bro C'hall ... war c'hae Breizh, logoioù gwin gwen Bourdel, diouer a vrezhoneg (kentel brezhoneg ebet, plas dister e roll an abadennoù, war al leurenn...), ur geriadenn kengred gant nebeut a dra, an Egor vras, an «dôme» aet diwar wel, teltenn vras an Asturias gant sonerezh Breizh Uhel e-barzh, priz An dro the World da 10 euro ...

Met cornish pasties tud Kerne Veur a zo ken mat, festoù noz sal Carnot ' zo dreist, hag ar fest-deiz gant an arzourien dibabet gant Thomas Moisson ' zo atav ken plijus.

Ha pa vez gwelet kement a dud o tañsal, peadra a zo da gaout fiziañs en dazont. Ur pobl a zañs ne varvo ket !!!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?