Laurence de Bouard : e penn al listenn NPA evit dilennadegoù Europa

Communiqué de presse publié le 27/05/09 15:40 dans Elections 2009 par Matthieu Guillemot pour Matthieu Guillemot
https://abp.bzh/thumbs/15/15256/15256_1.jpg

Pennglañdiourez en ospital Karaez eo Laurence de Bouard, 40 vloaz dezhi. Bet e oa bet e-touez ar re o doa kaset stourm Karaeziz evit o ospital a-benn derc'hel digor e holl servijoù. Daoust m'he doa kemeret perzh er manifestadegoù a-enep al lezenn Devaquet e 1986, eo gant stourm Karaez he deus lakaet en he soñj mont da vat dezhi, diouzh un tu gant ur sindikad, ha diouzh an tu all, gant an NPA (Strollad Enepkevalaour Nevez).

A-enep ar gevredigezh kevalaour a-vremañ hag Unvaniezh Europa e-giz m'eo bet savet abaoe ar penn kentañ («a-drugarez» d'ar c'hevezerezh dieub ha diharz ez a kement tra da varc'hadourezh, ar yec'hed ivez), emañ Mab-Den e-kreiz pep tra evit Laurence de Bouard. Nac'h a ra ar pilpouserezh ha klask doareoù all da stourm ha da herzel, gant nerzh-kalon, fent, mennozhioù ha teneridigezh...

Pouezus-kenañ eo difenn an ospitalioù publik eviti hag ober a ra he seizh gwellañ a-enep al lezenn Bachelot ( a gas d'an «ospital-embregerezh») hag hi ha stourm start evit derc'hel an ospitalioù hag ar servijoù publik tost d'ar gêr. Fellout a ra da Laurence de Bouard komz en anv ar re a zifenn micherioù ar yec'hed e Bro-C'hall hag en Europa. Peogwir eo mennet-bras gant se, e politikerezh hag en he micher, he deus c'hoant da zifenn, asambles gant ar re a stourm, ur servij publik yec'hed a-zoare, tost d'ar gêr hag evit an holl en Europa.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?