La Caminata, pezh c'hoari nevez La Obra : ur c'hoariva politikel ?

Communiqué de presse publié le 1/02/17 22:14 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Pevar den, ur c'hazetenner, ul labourer douar, un den galloudus hag ur sokiologour o sellout ouzh ur c'hamp repuidi o paouez bout savet er vro

Yezh ar c'horf, liesyezhek etre brezhoneg, galleg, kastilhaneg, saozneg... Sonerezh ar c'han, ar gantinenn houarn bountet gant ar skiantour, korfoù atav o fiñval, o klask un diskoulm ne c'hell ket spered mabden kavout. Tamm ha tamm e teu ar pevar-se da cheñch o soñj, o lavarout ne c'hell ket ar c'helaouiñ ofisiel lavarout ar wirionez, al labourer douar a grog da vout degemerus, hag an daou all a cheñch ivez... Met re ziwezhat : echuiñ a ra ar pezh en deñvalijenn, en didrouz, netra ebet ken war al leurenn. Ne chom netra nag eus ar repuidi nag eus ar re o deus klasket o sikour.

Ur fablenn nepell eus ar wirionez, dreist-holl e broioù feulstr evel ar Guatemala.

Penaos hiziv an deiz, kontañ ar pezh zo ken diaes da gontañ, keit ma ne vez ket bevet gant an dud ?

Tammoù testenioù lennet gant Jacques Bonnaffé a seblante bout efedusoc'h, fromusoc'h...

Teatr Piba a gont Lampedusa.

Strollad ar Vro Bagan a oa gant «Divroa» war an hevelep sujed.

Penaos ober evit ma ne chomfe ket du al leurenn, du ar spi, du an dazont ? Da nebeutañ, gant teknikoù ar c'hoariva forom e vez lakaet splann ar gudenn war wel.

Un abadenn da welet, evit eskemm, evit mont war raok, evit kreskiñ, evit ma ne vefemp ket en Europa ar re o do aesaeet diktatouriezh ar re ne ouzont ket, pe n'o deus ket c'hoant gouzout.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?