Krouidigezh ar festival : deomp d 'ar friko !

Dépêche publié le 30/01/11 10:55 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21172/21172_1.jpg
by8z1j23oskw95e9asdtbok20bfnoqg9m09sc2ieoaysqhdi80.mp4

Greomp cher vat, tudoù ! Setu raktres Catherine Pasco ha Rose Devaux evit krouidigezh 2011 ar festival Taol Kurun.

Klasket o doa rekipeoù, kanaouennoù a gomze deus ar boued, fest ar pemoc'h, kanaouennoù evit lidañ ar gwin hag ar chistr ... Ha bodet tro dro da G/Katrin 17 den : ar c'houblad Drumel, leun a startijenn hag en doa kaset dezho meur a don e galleg hag e brezhoneg, he familh dezhi : he gwaz, he merc'hed Mari hag Anjela, he zri mab, ur mignon dezho a son akordeons, an amezeien Brandivi a gan ivez evel Anna hag Awena, merc'hed ar strollad Triorezed, Lenaig ha Marie-Claire. Ha daou vignon all oc'h ober a-hed an abadenn souezhadennoù a bep seurt : ar ranig, tud gant maskloù gwenn, o vountañ ur gador-ruilh 2 vetrad uhelder ...

Brav an abadenn, brav sonennoù bro Gwened. Adkavet e vez from kanerien Pleuigner, Trouzerion, tud yaouank lorc'h enno da ganañ tonioù kozh ha ken brav. Aergelc'h Europa ar reter a zo gant ar baotred : sonerezh gant treujenn gaol, akordeons, fleut a-dreuz, met sonerezh ar vro ivez evit kas ar soubenn war an daol !

Meur a vouezh a zo ivez, doare polifoni Korsika, ma faot deoc'h. Gourc'hemennoù d'ar skipailh a-bezh, gant ma vo kanet ha sonet an abadenn-se e meur a lec'h e Breizh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?