Tost kant den war al leurenn : kelc'h Eostiged ar Stangala, bagad Meilhoù Glas, seizh soner hag ur c'haner, ha daou gomedian. Filmoù kozh, video a-vremañ. Ur sal a galite, unan deus an dek sal wellañ a zo e Breizh.
Kinniget oa bet an abadenn e galleg, siwazh. Kinniget oa bet gant Bob e galleg, gant gerigoù ur wech an amzer «echu tout, tadig, mont a ra ...», ha koulskoude, gant tout an dafar a oa e c'hoariva Kerne, peadra oa da iztitlañ an daou vrezhoneger a feson, Bob hag Heol, skoliataet e skolaj Diwan Kemper.
Hag an dañs ? Perak eo ret marmouzañ dansoù flamenco hag Europa ar Reter ? N'eo ket brav ur round kanet ? N'eo ket plijus diskouez a bep seurt traoù vez graet er vro-mañ ? Pegen diaes eo ijin un hent nevez evit dansoù Breizh ...
Plijus an abadenn koulskoude, nerzhus, leun a startijenn, met propr, direbech, tud yaouank o tañsal,mut, met gallout a rafe ur sevenadur bezañ bev ma ne vez ket mui komzet yezh ar vro ?
■