Kristian ar Braz, skrivagner evit ar re yaouank pe evit an holl ?

Interview publié le 12/10/12 23:49 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27729/27729_1.jpg

Daou levr, «Spont» ha «Kest» zo bet skrivet gantañ evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz

ABP - Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?

Kristian ar Braz - Spont (PAV) ha Kest (PAY).

ABP - Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ?

KAB - An daou. Kest matreze, abalamour m'boa ranket mont pelloc'h gant an ijin hag an enklask.

ABP - Ar muiañ a labour ?

KAB - Kest, anat.

ABP - Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

KAB - Un tammig, pas trawalc'h d'am soñj : ur skol (Komanna), 2 skolaj (Gwiseni ha Plijidi).

Un dra vat/ret e vefe d'am soñj kas traoù evel-se war-raok.

ABP - Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

KAB -Lakaat Kest e stumm ur «romant grafek» (e daou damm) ; skrivañ danevelloù (unan da zont maez dizale el Liamm)

ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

KAB - Nebeut-tre e gwirionez. Gant ar vezh ! Plijet n'oa din awalc'h Balafenn-houarn. Alies on chomet a-sav gant levrioù all.

ABP - Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

KAB - Labourat war istorioù gwir a sach al lenner ha n'eo ket chom sac'het gant ar yezh. Pouezañ evit bezañ doujet gant an embannerien ! Klask enrollañ o skridoù/lakaat enrollañ anezhe evit ar radio.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?