Kregiñ a raio ar festival Taol Kurun disadorn

Agenda publié le 4/01/11 22:50 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20964/20964_1.jpg
vlqlca0jm4wm4z5wce5d7a2njh74tqe6vaqaahijqcm3v45tax.mp4

Dousig e krogo ar festival gant daou staj e Kloar Karnoed (staj furlukin a vremañ gant ur fri pemoc'h e lec'h ur fri hag ur staj kan gant Brigitte Kloareg) hag ur c'hafe «bloaz ne'z» ba Skaer.

Dimerc'her e vo Fiona Mac Leod o kontañ marvailhoù d'ar re vihan da 3e goude merenn, lidet e vo digoradur ofisiel Taol Kurun ha filaj mod bro Skos da heul gant kontadennoù, traoù lipous, sonerezh ha kanaouennoù.

Diriaou tabut diwar-benn ar boued bio er c'hantin : penaos,gant produioù o tont deus pelec'h ? Hag an uioù ? Hag al laezh ? Penaos kaout muioc'h a voued o c'houzout e teu 80% deus ar boued bio prenet amañ 'maez deus Breizh ...

Digwener, krouidigezh ar festival : friko gant ar meuriad Brandivi, poent eo mirout un daol d'ar 02 98 71 74 94 pe 06 79 14 96 87.

Ha d'ar sadorn, stajoù gant Jorj Belz (kan da zañsal e bro Gwened), fardañ bier, keginañ an avaloù douar, staj dans evit ar re nul.

Hag ur pezh mell fest noz gant HIKS, ARVEST, Janvier/Durassier, Dauneau/Paulo.

Ha disul ? Marc'had ha fest deiz e sal vras ar c'hoad kaer, gant Louise Ebrel hag Ifig Flatrès, Fanfan, Pouleriquen/Salvar, produerien ar vro ...

Gras mat d'an holl arvesterien, o c'hortoz program an eil sizhun !

lec'hienn : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?