Koulzad etrebroadel evit ma vo lakaet etrefas Facebook e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 8/03/12 15:52 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/25/25112/25112_1.jpg

Un intrudu zo bet tapet gant Ofis Publik ar Brezhoneg hag Yves-Marie Derbré evit goulenn ma vo lakaet etrefas Facebook e brezhoneg. Yves-Marie Derbré zo ur studier bet e lise Diwan tapet gantañ kaout Prizioù dazont ar Brezhoneg e 2010 evit e labour kas war-raok stumm brezhoneg an holloueziadur frank a wirioù Wikipedia.

Pal al luskad eo kizidikaat pennoù bras Facebook ouzh an ezhomm zo da ouzhpennañ ar brezhoneg d'ar roll yezhoù kinniget gant ar rouedad kevredigezhel hollvrudet. D'ar Sul 4 a viz Meurzh eo bet boulc'het an traoù ha berzh zo bet graet kerkent. Bodet ez eus bet ouzhpenn 5000 ezel eus ar rouedad e-korf tri devezh nemetken.

Sklaer eo ar c'hemenn : Facebook e brezhoneg !

Ha diouzh ar berzh a ra strollad, n'eo ket prest ar goulenn-se da chom a-sav a-raok na vefe respontet dezhañ.


Ar strollad war Facebook : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 2 ?