Koulzad "Erwan" 2014

Communiqué de presse publié le 20/03/14 15:09 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/33/33277/33277_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/33/33277/33277_2.jpg
Skritell ar c'houlzad "Erwan" staliet e Naoned

Roet e oa bet lañs da 3e koulzad «Erwan» d'an 19.03.14 e Klub ar gazetennerien e Roazhon.

Gant ar C'huzul-rannvro eo bet kefridiet an Ofis Publik da aozañ ur vrudadeg evit ar c'helenn divyezhek abaoe 2012. « Erwan » eo anv ar c'houlzad-se.

Evit an 3e bloavezh e vo gwelet skritelloù bras (4 metr dre 3) e kêrioù pennañ Breizh (Brest, Kemper, an Oriant, Gwened, Sant-Brieg, Roazhon, Naoned ha Sant-Nazer) hag er c'humunioù tro-dro, da lavaret eo 64 c'hêr.

An dud a c'hall implijout un niverenn bellgomz gouestlet (0820 200 080) da vezañ kelaouet diwar-benn ar skolioù divyezhek tostañ d'o lec'h annez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?