Koulzad "brezhonekaat da banell" !

Communiqué de presse publié le 6/06/16 0:46 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/40/40330/40330_1.jpg
tennet eus levrig an Ofis
https://abp.bzh/thumbs/40/40330/40330_2.jpg
tennet eus levrig an Ofis
https://abp.bzh/thumbs/40/40330/40330_3.jpg
Panell divyezhek

E 2010 e oa bet skignet ul levrig anvet «Ar panellerezh-hent divyezhek» (reolennoù, teknikoù, skouerioù) get Ofis ar brezhoneg d'an holl gumunioù o doa sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg» ha d'an departamantoù.

Meneget e oa e-barzh an teul-mañ penaos lakaat divyezhek ar panelloù-polis pe c'hoazh ar panelloù da c'hortoz (skouerioù pajennoù al levrig dindan).

6 bloaz goude, e-touez ar 185 kumun o deus sinet ar garta «Ya d'ar brezhoneg» n'eus nemet 3 c'humun o deus divizet monet war an hent-se e Breizh a-bezh !

Daoust m'emañ divyezhek seurt panelloù er rannvroioù all en Europa ma vez doujet da vat ouzh ar yezhoù bihanniver (Euskadi, Bro Gembre..), emañ Yann pell eus e gazeg e Breizh ! Moian zo muzuliñ get seurt traoù, ne ya ket war-raok a-walc'h an traoù evit ar yezh e Breizh ! Peadra da vout ankeniet da vat evit he dazont !

Seblant e vez gwelet ar panellerezh heñchañ war an hentoù a-wezhoù get an dilennidi o-unan evel un dra foklorel mat da gaout evit an douristed o foetañ bro ! Met arabat mont re bell memestra en ur implij da vat ar yezh er vuhez pemdeziek ! Diskouez a ra pegen bresk eo statud hor yezh hiziv an deiz hep lezenn na framm lezennel evit he gwareziñ !

Gervel a reomp pep breton ha bretonez d'ober un draig evit ar yezh ha brezhonekaat ur banell !

Lañset eo bet ur rummad a begsunioù nevez gant ar panelloù polis 'vez kavet ar muiañ : « Lezit da dremen».

Tu vo dindan berr da brenañ en linenn ar pegsunioù-se. E c'hellit o zapout diouzhtu en ur gas ur postel d'ar strollad.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?