Evit ar c'hwec'hvet gwech e vo aozet ul lec'h evit ar vugale : peadra da lenn,da dresañ, da c'hoarzhin ha da ganañ
Setu ar program :
d'ar sadorn 26/10
«Korn ar vugale (albomoù, bandennoù treset, levrioù, margodennoù, ul lec'h sioul evit ar gerent hag ar vugale)
Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale : 94 levr embannet e 10 vloaz : aze emaint tout, moaien zo sellout outo, kaout titouroù evit skrivañ, studiañ anezho er c'hlas ...»
2e goude merenn : stal« Haiku Halloween » gant Marie-Thé Legendre evit ar vugale 7/12 vloaz
2e50 : kamishibai gant Marivonig Berthou. «An daou dort» gant tresadennoù Marianne Larvol.
3e goude merenn c'hoariva e galleg hag e brezhoneg gant strollad Fubudenn Kemperle « E kreiz ma bro » : Jean-Mai hag e skipailh a ginnigo deoc'h tud dro : ur punk, ur ganerez, ur mezvier, ur soner bagad, ur grampouerez, ar Roue Arzur zoken ...
5e : prest eo al levrioù haiku !!! gant Marie-Thé Legendre
D'ar sul 27/10
«Korn ar vugale (albomoù, bandennoù treset, levrioù, margodennoù, ul lec'h sioul evit ar gerent hag ar vugale)»
11e30 : kamishibai «an daou dort» gant Marivonig Berthou ha tresadennoù Marianne Larvol.
2 eur : abadenn gant Lors Jouin ha Soig Siberil. Arzhed ar Skorf
3e/5e: Levrioù bihan graet gant ar vugale, tresadennoù, peg, skritur diwar benn liesseurted ar yezhoù. Gant Yveline Mehat.
5e : Yveline Mehat a gont istorioù teir yezhek , gitar, fent ha plijadur, an dra sur !
■