Korf ha korf hag ar forzhioù a gomz : abadenn sinema ha tabut da heul

Conference debat publié le 4/02/12 8:01 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
ninnog.mp4

Ur c'hant bennak a dud er sal, tud yaouank ha tud gwenn o blev, met ne ra forzh, peogwir e vo komzet eus un tem n'eus oad ebet : karantez gant ar c'horf, gerioù a vank evit komz, evit displegañ, evit karout gant ar vrezhonegerien nevez. Petra a vez desket er skol ? Brezhoneg ar c'hlas, met brezhoneg ar gerioù gros, brezhoneg gerioù karantez, pelec'h deskiñ anezhañ ?

Diskoulmoù a zo bet kinniget d'an dud diriaou gant Ninnog Latimier troourez al levr embannet e saozneg gant Eve Ensler. Displegañ a ra Ninnog eo bet difaziet gant paotred an destenn (ha se ne blijfe ket d'ar skrivagnerez Stadoù-Unaned : tout al labour a zo da vezañ kaset da benn gant merc'hed).

Lakaat a ra al liseidi da c'hoarzhin : «Deoc'h-c'hwi da ijin gerioù, da gavout ar ger just... o kemer harp war Bibl Martial Menard, evel just !»

Savet eo bet nevez 'zo ur pezh c'hoari e brezhoneg, fentusoc'h eget hini e galleg, hervez Ninnog.

A-drugarez da Vaina, e klas Termen, da Ninnog ha da Soazig deuet da ginnig «Distro Gwenn» o deus bet tro an arvesterien da welout ha da selaou traoù vez ket komzet kalz diwar o fenn, ha koulskoude ...


Vos commentaires :
Liza Plijadur
Vendredi 27 décembre 2024
Ur soñj mat eo komz eus se gant al liseidi ! Pa groger gant traoù zo (hag ar reizh n'eo nemet unan outo), n'eo ket fall gallout lakaat gerioù warno.
Ul lec'h nevez a zo kinniget evit rannañ, eskemm, farsal war an tem-se. Ar pezh o do c'hoant al lennerien a vo graet eno.
Voir le site

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?