Konterien e GBB : un dek bennak deuet da gontañ marvailhoù

Reportage publié le 4/07/23 23:34 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58047/58047_1.jpg
Bihan oa ar garavanenn, met plijus evit selaou marvailhoù !
Daniel Carre e mediaoueg Langonnet - GBB 2023 (110 vues)

Er garavanenn ar Fiselerezh pe e mediaoueg Langonnet, setu dek konter o kontañ, un hanter eurvezh pep hini istorioù a bep seurt

Kenderc'hel a ra ar rouedad konterien e brezhoneg da gemer perzh e festivalioù. Niverusoc'h e oant e Kan ar bobl 2023 ba Pondi, e Bro an Alre e vez konterien a-hed an hañv (peder gwech e chapelioù, lec'hioù disheñvel bewech, sellout ouzh lec'hienn Ti Douar Alre), e festival an Oriant e vo kontadennoù e ti krampouezh Diwan. Daou «masterclass» a oa bet aozet e Pleuigner, ha sizhunvezh gentañ KEAV e Kastellin e vo ur staj gant 15 konter !

E Langonnet e oa bet Tomaz Laken o kregiñ ganti er garavanenn, heuliet gant Patrig Dreano, goude er vediaoueg Marie Claire Alegoet, William Landin, Fanny Chauffin.

Disul kroget e oa bet gant William Landin, heuliet gant Lomig, Alan Tudoret, Marco Lannhouarno ha Daniel Carre gant daou istor fentus, kontadenn ar vaouezh a huche «Gwenn, melen, gwenn, melen...» hag ar c'hazh debret gantañ ur razh, gwastili, jandarmed, ur vuoc'h hag ar paotr saout, ....

Plijadur zo bet, un 120 bennak a dud deuet da selaou, gant strolladoù 10/17. Gant ma vo e pep festival kinnigoù a seurt-se, evit ma vefe selaouet ha bevet traoù e brezhoneg, ha ma vefe addizoloet marvailhoù hollvedel a lak Yann ha Marjan da brederiañ... ha da c'hoarzhin.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?