Konterien a feson dec'h ba Pondi

Communique de presse publié le 4/04/16 14:42 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Remziadoù oad a bep seurt, konterien marvailhoù hengounel, istorioù beleien hag anduillenn, ar Barzaz Breizh, ...

Pevar strollad bugale, pemp den koshoc'h, daou zen yaouank flamm : pevarzeg konter a-feson evit diskouez eo bev atav an arz-mañ hag a c'hell lakaat an dud da huñvreal. An hirañ gontadenn a oa hini Michel Simon, kontet brav, gant fent ha furnez war un dro.

Gant Brigitte Kloareg oa bet kontet ur pennad eus ar C'halevala, un dra diaes d'ober, ha nevez flamm e arz ar gonterien e Breizh. Kontet oa bet gant ar vugale istorioù kontet dezho er skol : ar gaouiad (Fanch an Uhel) kontet gant Suzanne Bajul, Yann Bloue (dastumet gant Daniel Carre ba Ploue), ar bodenn ui (dastumet gant Mona Bouzeg ba Rieg) hag un istor tennet eus Pomme d'Api : «ar jiant mut».

An daou zen yaouank, Awenn ha Gwendal Jacob eus sant Tegonneg a zo bet trec'h gant ar c'hentañ hag an eil briz.

Plijadur zo bet, gant ma vo muioch-mui a vugale o kontañ, a gomedianed pe tud dedennet gant arzoù ar gomz, da glask da bleustriñ war ar «fairy tales», peogwir ar pobloù n'o deus ket kontadennoù en o yezh a vo «kondaonet da vervel gant ar riv»...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?