Perak n'eo ket bet lakaet muioc'h ar pouez war ar c'hontañ e brezhoneg e deskadurezh divyezhek ha dre soubidigezh ? Marvailhoù Fañch an Uhel a zo ken puilh ha ken brav ha re C’h/Grimm hag atav e vez klevet ar memes istorioù : an daou dort, ar roue Marc’h… Perak ne vez ket desket d'ar vugale kontañ ha d'o skolaerien,kontañ evel e bro Euskadi ma ya euskaregerien, konterien a-vicher, a skol da skol ?
Ar gomz : lazhet gant ar skrid ?
Konterien a oa gwechall, e pep parrez. Tud gouest da gontañ istorioù hir ha brav. Dastumet e oa bet ar re-mañ gant Fañch an Uhel e bro Dreger, ha gant dastumerien all, hiziv an deiz c’hoazh. Skrivet da c'houde e brezhoneg gant Per Denez, gant ur skritur disheñvel, o tennañ holen ur yezh komzet er vro. Ne vefe ket mallus lakaat ar c'hontadennoù-se dre gomz, da vout selaouet, adperc'hennet gant arzourien yaouank evel Erwan Hemeury, Amy pe Samuel Allo ? Gant Daniel Carré, Daniel an Doujet, Yann Gerven, Maurice Poulmarc’h, YannVadezour Lagadeg... e chom tud gouest da zreuzkas ivez. Poent eo kompren pegen pouezus eo ar gomz treuzkaset a veg da veg...
Skol gonterien yaouank
E Kan ar bobl Pondi e 2017 : unneg konter brezhoneger, tri zen deuet, eizh bugel o tont eus... pevar lec'h disheñvel. Blaz ar re nebeut. Poent eo hadañ adarre, lakaat ar re a gont brav da stummañ ar re all. Ha lakaat ar gontadenn da vout kontet dre gomz, hep tremen dre ar skrid evit ma vefe un dra disheñvel eus ar c'hoariva. Un dra a denn eus ar memor dre selaou, ur yezh vev...
«S'il y a une crise de l'éducation, elle est sûrement là, dans la fragilisation du lien de transmission entre les générations. Et s'il y a bien une manière de surmonter cette crise, c'est en faisant que les enseignants se vivent et se pensent comme des médiateurs, des vecteurs culturels entre la génération de ceux qui arrivent et la génération de ceux qui sont déjà là.»
«La survie du conte est liée à toutes les pratiques créatives par lesquelles l'imaginaire moderne peut investir des structures narratives aussi permanentes que le désir des hommes et des peuples de se raconter pour mieux se connaître, rêver, proposer à jamais des mythes qui renvoient au réel et réciproquement.»
Jean, Georges (1977- 1990)
■