Konogan an Habask ha Youen Chapalain : int o doa skrivet kemenadenn ar vazh test !

Compte rendu publié le 8/05/16 12:11 dans Justice et injustices par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Un destenn lennet e kan ha diskan gant daou soner meur, bet ar maout meur a wech ganto e biniou-bombard e Kemper hag e Gourin, tud yaouank o tresañ un dazont d'ar brezhoneg ha d'an dud o deus dibabet obert ganti, e pep lec'h ha war bep dachenn.

O pignat war al leurenn, ne seblantont ket bout lent, an daou gomper. Ur wech kroget gant ar brezegenn, santet e vez ar from o pignat, eus an daou du. Tu an arvesterien, fromet gant un destenn simpl, sklaer, hag a zispleg pegen pouezus eo liammañ bed ar sonerezh hag an dañs hengounel, Breizh a zo ken bev hiziv an deiz er vro ha bed ar yezh, evit gallout adperc'hennañ, er skol, met ivez e bed ar mignoned, ar vuhez familh... ar brezhoneg. Fent a zo ivez ganto, o lavarout e vo ret stourm dre «galetaat» ha ket dre «vlotaat». Evit un degouezh e Lokoal, bro Jil Servat, Dede ar Meut, bagad Lokoal milvrudet, ne c'helle ket an aozerien dibab gwellañ arzourien. Trugarez dezho !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?