20 000 a dud o kenderc'hel da zañsal e Breizh hag e bro C'hall, e park ar Voustouer dec'h, ur mor a dud !
Dindan an heol, setu an dibunadeg vras gant bugale ha kerent Diwan, gant sonerien ha danserien Kenleur. Rezisaet gant Patrick Lamour en galleg, ha mod all e brezhoneg ha gallaoueg giz pep kelc'h, hag e istor, n'eo ket bet hir an teir eurvezh hanter abadenn, gant liesseurted ar strolladoù.
Trugarez da ganerezed An Oriant evit an heuliad, sonerien Pondi, ha tout an dud o deus sonet ur «gwir sonerezh» war an dachenn. Ha mersi bras d'an danserien n'o doa 'met c'hwec'h sizhuniad evit pleustriñ asambles !
■